• FAITS DIVERS
  • SOCIÉTÉ
  • ECONOMIE
  • POLITIQUE
  • CULTURE
  • SPORT

Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Klervi Abalan : «Gant muioc'h a dud e vefe moian profañ muioc'h a eurvezhioù digor d'an dud el levraouegoù »

Ul levraouegourez yaouank he deus kontet deomp penaos e veze graet war dro ar re gozh ganti... // Une jeune bibliothécaire nous a expliqué comment elle s'occupait des anciens...

Par Arthur Thouvenin

Klervi Abalan an hini eo a vo ganeomp disadorn. Levraouegourez e mediaoueg ar Gabusined e Brest, labourat a ra ivez alies gant tier evit ar re gozh. Krouet he deus ur c’hoari stroll awenet gant levr Hervé Lossec, Les Bretonnismes.

Sellet ‘vo ouzh teulfilm Kenan an Habask diwar-benn ur c’hizeller douar, Awen Prigent, a zo staliet e Benac’h. Padelezh : 14’.

Gant Yann-Herle Gourves e yimp da gejañ gant Maksim, en deus desket dezhañ fardañ ur « jambalaya », ur rekipe kavet gant ar paotr yaouank-mañ en New-Orleans.

E-pad an abadenn e vo diskuilhet deoc’h daou don eus an daouad Barou-Pellen, a zo o paouez embann ur bladenn nevez.

Et en français...

C’est Klervi Abalain qui sera avec nous samedi. Bibliothécaire aux Capucins, à Brest, elle travaille aussi régulièrement avec des maisons de retraite. Elle a notamment créé un jeu de société inspiré du livre d’Hervé Lossec, Les Bretonnismes.

Nous regarderons le film documentaire de Kenan an Habask à propos d’un potier, Awen Prigent, qui a son atelier à Belle-Isle-en-Terre. Durée : 14’.

Nous suivrons Yann-Herle Gourves qui a rencontré Maksim, qui lui a appris à cuisiner un « jambalaya », une recette que le jeune homme a découverte à la Nouvelle-Orléans.

En fin d’émission, nous découvrirons un nouveau morceau du duo Barou-Pellen, qui vient de sortir un album.

Abadenn Bali Breizh gant Klervi Abalan, sadorn 21 a viz Ebrel 2018

 

Exposition War à la Courrouze