France 3 Breizh

Logo de l'émission France 3 Breizh

Maria Desbordes : « An ton “Exil” a gont ar pezh a c'hellfe bezañ e penn ur repuad »

Deuet eo Maria Desbordes eus bro-Spagn da gontañ deomp he istor hag an hent he deus kemeret a-raok dont da vezañ ur seurt « harluad ». // Maria Desbordes est venue nous raconter son histoire et le parcours qui l'a menée à devenir une sorte d'« exilée ».

Par Yowan Denis

Bevañ a ra Maria Desbordes en ur geriadennig eus kreiz bro-Spagn, anvet San Miguel del Arroyo ha kan a ra gant sonerien spagnolat... e brezhoneg ! Kouviet eo bet gant skipailh Bali Breizh da gomz diwar-benn he fladenn, Exil, bet embannet gant Coop Breizh e 2016. Kontañ ar pezh a zo e penn un harluad o klask treuziñ an harzoù a oa pal ar ganaouenn Exil, e c'hellomp klevout en ur selaou ar bladenn. Kavet 'vez ennañ ivez an ton Tadig kozh hag ar c'hlip a zo da welet war YouTube.

Maria Desbordes vit dans un petit village du centre de l'Espagne, San Miguel del Arroyo et chante avec des musiciens espagnols... en breton ! L'équipe de Bali Breizh l'a invitée pour parler de son album, Exil, publié par Coop Breizh en 2016. Dans le morceau Exil, elle souhaitait raconter ce qu'il pouvait y avoir dans la tête d'un réfugié qui veut traverser les frontières. On trouve également dans l'album le morceau Tadig kozh, dont le clip est visible sur YouTube.
Maria Desbordes - "Tadig kozh"

E-pad an abadenn e vo heuliet Thelo Mell, a zo aet da gaout un tamm gaozeadenn gant Michel Toutous, soner biniou kozh ampart, buruteller war ar sonerezh evit ar gelaouenn Ar Men ha... sturier karr-nij ! Ha Yann-Herle Gourves a ziskouezo deomp penaos fardañ tacos dorados, asambles gant Lisbeth, ur Vec'hikanez brezhoneger a chom e Roazhon. Un abadenn liesliv, a dra sur !

Pendant l'émission, nous suivrons aussi Thelo Mell, qui est parti palabrer avec Michel Toutous, excellent sonneur de biniou kozh, critique musical pour la revue Ar Men et... pilote d'avion ! Et Yann-Herle Gourves nous montrera comment cuisiner des tacos dorados avec Lisbeth, un Mexicaine bretonnante qui habite à Rennes. Une émission haute en couleur, c'est certain !

(CLIQUEZ SUR LE BOUTON SOUS-TITRES POUR AVOIR LA TRADUCTION)
Bali Breizh gant Maria Desbordes - Sadorn 2 a viz Kerzu 2017

 

Littoral, Sale temps pour le chalut