Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

Pauline Kerscaven : « Il faut savoir taper du poing sur la table ! »

Pauline Kerscaven, e karg eus ar c’hehentiñ evit Dour ha Stêrioù Breizh a zo bet pedet gant Bali Breizh ar sizhun-mañ.
Dont a ra da gomz ganeomp eus ar gevredigezh a zo o lidañ he 50 vloaz.
 

Par Sonia Zaoumi

Perak ha penaos e oa bet krouet ar gevredigezh-mañ e 1969 ? Penaos he deus graet evit azasaat he doareoù stourmañ ha kelaouiñ a-hed ar bloavezhioù ? Peseurt raktresoù he deus en dazont ?

Pauline Kerscaven a zisplego deomp ivez perak eo ken pouezus eviti labourat evit an endro ha penaos e oa deuet an entan-se dezhi.

Gwelet e vo asambles e c’hell pep hini ober jestroù simpl war ar pemdez evit gwellaat an traoù a-fed an endro ha cheñchamant an hin. Ur c’hoari a vo kinniget gant Yann-Herle Gourves evit klokaat ar skouerioù.

Un triad a vo klevet o seniñ war-eeun war ar plato : Geoffray Chaurand Trio eus Kemper. Ar wech kentañ e vo d'ar sonerien-se seniñ asambles war al leurenn.

Ha desket e vo fardañ ur pastez digustum gant Jakez ha Yann-Herle e Sekred kegin.
 
Pauline Kerscaven war plato Bali Breizh

Pauline Kerscaven, chargée de communication à Eau et Rivières de Bretagne, est l’invitée de Bali Breizh ce samedi 19 octobre 2019.
Elle vient nous parler de l’association qui fête ses 50 ans cette année.

Pourquoi et comment cette structure a-t-elle vu le jour en 1969 ? Comment a-t-elle fait pour adapter ses missions, ses modes d'action et de communication dans le temps ?
Quels sont ses projets pour l'avenir ?

Pauline Kerscaven nous expliquera pourquoi travailler au service de l'environnement est si important pour elle et d'où lui vient cette passion.

Nous verrons ensemble que chacun peut faire des gestes simples, quotidiennement, pour protéger l'environnement et ralentir le changement climatique. Yann-Herle Gourves proposera un jeu en fin d'émission pour compléter les exemples.

Geoffray Chaurand Trio jouera en live sur le plateau de Bali Breizh. Ces artistes se produiront pour la première fois ensemble sur scène.

Et Yann-Herle nous apprendra, avec l’aide de Jakez, à préparer du pâté un peu spécial dans Sekred kegin…

Pauline Kerscaven sur le plateau de Bali Breizh