Bali Breizh

Logo de l'émission Bali Breizh

“Yann-Fañch Kemener, tremen en ur ganañ” Pelloc’h eget ar film

Yann-Fañch Kemener, e-pad ar filmañ e Dolan (Kloar-Karnoed) / © Jérôme Bourgeois
Yann-Fañch Kemener, e-pad ar filmañ e Dolan (Kloar-Karnoed) / © Jérôme Bourgeois

Yann-Fañch Kemener en deus roet e vuhez d’ar c’han e brezhoneg. Unan eus mouezhioù anavezetañ Breizh eo. Goude 45 bloaz war al leurennoù e kont deomp e hent dibar. Ur film ha tri fennad kaoz.
 

Par Ronan Hirrien

“Yann-Fañch Kemener, tremen en ur ganañ”, ar film


E Sant-Trifin, e kreiz ar vro, en e gavell c’hoazh e oa bet galvet Yann-Fañch Kemener d’ar c’han brezhonek. E vuhez en deus leuniet gant dastum kanaouennoù digant ar re gozh ha kanañ anezho, e-unan pe asambles gant muzisianed brudet, e Breizh ha kalz pelloc’h. Goude 45 bloaz war al leurenn e sell a-ban ouzh e vuhez kanaouennoù, ha, keit ha ma c’hell, e kan, gant kement a c’hoant atav.
 
 

Ar yaouankiz e Sant-Trifin

(pennad-kaoz enrollet e Tremeven d’an 21/6/2018)


Yann-Fañch Kemener oa bet ganet e Zin Trifin e 1957, en ur familh baour, ur familh kanerien ha dañserien.
 
 

Albert Boloré, ar mestr

(pennad-kaoz enrollet e Tremeven d’ar 25/6/2018)

Albert Boloré hag Eugène Grenel eo ar ganerien gentañ en deus klevet Yann-Fañch Kemener, pa oa bet krouet ar festoù-noz da fin ar bloavezhioù 1950. Albert a oa o chom e Sant Trifin (Zin Trifin). Savet gantañ ar strollad « Tro Blavez ». Albert zo bet evel un tad evit Yann-Fañch Kemener.
 
 

Dastum kanaouennoù

(pennad-kaoz enrollet e Tremeven d’ar 25/6/2018)

P’en doa bet desket kanaouennoù Albert Boloré en doa klasket Yann-Fañch Kemener deskiñ kanaouennoù all. Neuze eo aet da gaout kanerien koshoc’h : Jean-Marie Youdec, Jean Poder ha reoù all c’hoazh... Ober ‘ra anaoudegezh ivez gant tud all dedennet gant ar c’han brezhonek : Claudine Mazéas, Erik Marchand, Patrick Malrieu…
 

 

Littoral, Aurélien Ducroz, de la poudreuse à l'écume