Des films d'animation en breton à regarder pendant les vacances

Publié le Mis à jour le
Écrit par Mael Le Guennec .

Parce que nous devons #resteralamaison, pendant les vacances de Pâques, France 3 Bretagne propose aux jeunes brittophones, une offre jeunesse divertissante sur le numérique. 

Tout savoir sur la Route du Rhum : Route du Rhum 2022


Peogwir e rankomp #chomerger e kinnig France 3 Breizh d’ar vrezhonegerien yaouank ha d’o c’herent un dibab programmoù liesseurt, talvoudus ha dudius da sellet war ar genrouedad.



Ar Groufalo



O vale emañ ul logodennig e-barzh koadoù du-pod. En em gavet a ra gant ul louarn, un toud hag ur sarpant, hag a gav dezho ez afe-hi d'ober ur pred a-feson. Pedet eo da gaout he merenn ganto, pep hini d'e dro. Met fin-kaer eo al logodennig, ha kontañ a ra dezho he deus emgav gant ... ur Groufalo !

Petra 'ta eo ur Groufalo ?



Une petite souris se promène dans un bois très sombre. Elle rencontre un renard, un hibou et un serpent qui la trouvent bien appétissante et l’invitent chacun leur tour à déjeuner dans leur demeure. Mais la petite souris, très maligne, prétexte un rendez-vous avec… un Gruffalo ! Mais au fait, c’est quoi un Gruffalo ?

 



Mab ar Groufalo - Le petit du Gruffalo



En ur vougev e don ar c’hoadoù emañ ar Groufalo o chom gant e vab. Mab ar Groufalo a fellfe dezhañ mont er-maez ha profitañ, met difennet groñs eo dezhañ : teñval-tre eo ar c’hoad hag eno e c’hellfe en em gavout gant al Logodenn Vil Vras ! Un nozvezh, tra ma roc’he ar Groufalo, ez eas mab ar Groufalo, dispont, e-barzh ar c’hoad don, war roudoù al logodenn hollvrudet.



Son papa l’a averti : en aucun cas, le Petit Gruffalo n’a le droit d’aller se promener seul dans les bois profonds. C’est bien trop dangereux ! Un animal rôde dans les parages… une créature terrifiante, gigantesque, aux yeux cruels et aux moustaches plus dures que l’acier. C’est la Grande Méchante Souris !

 



Ar valeadenn war valaenn - La sorcière dans les airs



O kampiñ ez eus ur sorserez jentil hag he c'hazh, e-kichen ul lenn. Dorloiñ a ra laouen ar sorserez ur meskaj hud gant ar pezh bet kavet ganti tro-war-dro. P'emañ oc'h ouzhpennañ tokoù-touseg ruz e-barzh ar chaodouron, e krog hennezh da zic'hlannañ, ha tarzhañ a ra ar meskaj-hud kerkent ! 'Blam d'an trouz e tihun un aerouant a oa kousket er biojoù. 



Une sympathique sorcière, son chat et son chaudron s'envolent sur un balai. Quel bonheur de voler ! Mais le vent se met à souffler très fort et un dragon affamé vient de se réveiller...

 


Et toujours disponible



Ar Pevarad kerniel - Le quatuor à cornes



E-kerzh ur veaj faltazi betek bord ar mor, peder buoc’h a zo vont da dañva plijadurioù ar frankiz en ur bed dianav hag az a kalz pelloc’h eget o frad. Kejadennoù dic’hortoz, chikanioù, adunvanadurioù, dizoloadennoù... a laka ar strolladig da vezañ kreñvaet, kengred ha dieub.



Au cours d’un périple fantaisiste jusqu’au bord de la mer, quatre vaches vont découvrir la liberté dans le monde inconnu qui s’étend au-delà de leur pré. Un film en langue bretonne, aux dialogues drôles et soignés, avec des personnages à croquer et un rythme soutenu... à voir absolument en famille !

 



Ar pevarad kerniel 2 : uhel, uhel er menez - Le quatuor à cornes 2 : là-haut sur la montage



Klaris, Marc’harid, Trifin ha Rozenn a ya da bourmen war-zu ar menez m’emañ JB, animatour an eko-peuriñ. Pedet en deus anezMet pa ‘z int kelaouet gant an deñved eo aet ar maout diwar-wel e tiviz hor peder harozez mont da glask anezhañ evit savetiñ anezhañ diouzh krabanoù ar Belêbelê spontus.ho da welet pennoù menezioù goloet gant erc’h. 



Après leur périple à la mer, Clarisse, Marguerite, Aglaé et Rosine cheminent désormais vers la montagne. JB, l'animateur de l'écolo-pâturage, les a invitées à le rejoindre pour découvrir les sommets enneigés. Mais quand elles apprennent que le bélier a disparu lors d’une cueillette aux Edelweiss, nos quatre héroïnes décident de partir à sa recherche et de le sauver du terrifiant Belêbelê.

 



Beaj vat Dimitri - Dimitri à Ubuyu



Un deiz, Dimitri al lapous bihan o tont eus Europa a erru war plaenenn Ubuyu en Afrika. Disoñjet eo bet du-se gant e dud. Makeba ar jirafenn he deus divizet gwareziñ ar golvaneg ha setu Dimitri oc’h ober anaoudegezh gant loened ar c’horn-bro-se hag o mod da vevañ. A-benn ar fin eo un tammig evel bezañ e vakañsoù n’en defe ket dibabet met pinvidik-tre. Bemdez e tizolo Dimitri penaos mont dreist e aon evit dizoloiñ ur bed leun a souezhadennoù. Hag aze emañ e vignoned nevez, Oko ar zebr ha Pili ar surikat evit kalonekaat, heñchañ ha frealziñ anezhañ gant ma vez ezvezant e dad hag e vamm.



Un jour, Dimitri le petit oiseau venu d’Europe s’est posé dans la plaine d’Ubuyu en Afrique. Et ses parents l’ont oublié là. Makeba la girafe a pris le passereau sous sa protection et Dimitri découvre les animaux et les modes de vie de la plaine. Finalement, c’est un peu comme des vacances qu’il n’aurait pas choisies mais qui vont s’avérer extrêmement enrichissantes. Tous les jours, Dimitri apprend à surmonter ses craintes pour découvrir un univers plein de surprises. Et ses nouveaux amis Oko le zèbre et Pili le suricate sont là pour l’encourager, le guider et le consoler de l’absence de son père et de sa mère…

 


 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer des newsletters. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas des e-mails. Notre politique de confidentialité