Manifestadegoù e Breizh a-enep d’un tenn-esae misiloù er vro Vigoudenn

Publié le Mis à jour le
Écrit par Mathieu Herry

Emañ ar Morlu Gall o vont d'ober taolioù-esae evit lañsañ ar misil M51 diouzh ul lestr-spluj, er-maez eus aodoù beg Penmarc’h, e kreisteiz Penn-ar-Bed. Meur a vanifestadeg a zo bet aozet gant ar re a sav a-enep d’an armoù nukleel.
 

"Priz ur misil M51 a c’hellfe paeañ gopr bloaziek 7500 klañvdiourez", a lavare panell ur manifester, da vare kreisteiz, kostez Penmarc’h er vro Vigoudenn. Unan eus arguzennoù an dud bodet d’ar Merc’her 10 a viz Even e-traoñ tour-tan Eckmühl eo koust an armoù nevez-se, pa ouezer e ra diouer an arc’hant e meur a servij publik, an ospitalioù da skouer.

Hervez unan eus ar vanifesterien, Youenn Jardin, e vo dispignet en holl "4,7 miliard a euroioù ar bloaz-mañ gant bro Frañs evit he armoù nukleel, 6 miliard ar bloaz a zeu. Ha gant an arc'hant-se e vefe moien da gaout 100.000 gwele evit prederiañ an dud klañv-tre, 10.000 benveg evit an dud o deus poan da analiñ, moaien 'vefe da c'hoprañ ivez 20.000 klañvdiour pe klañvdiourez, ha 10.000 medisin."

Feurioù-emglev etrebroadel

A-bouez eo arguzenn an arc'hant dispignet evit ar vanifesterien, met hervezo e vez lakaet ar bed a-bezh en arvar abalamour d'an armoù nukleel ha poent e vefe d'ar broioù, evel bro Frañs, doujañ ouzh an emglevioù etrebroadel. Lidet e vez ar bloaz-mañ hanterkantvet deiz-ha-bloaz feur-emglev etrebroadel dispaotadur an armoù nukleel (Traité sur la non-prolifération des armes nucléaires, e galleg, pe TNP).

Enebiñ a ra Youenn Jardin ouzh an taolioù-esae misiloù er vro Vigoudenn. ©France Télévisions

Embannet e oa bet d'ar 4 a viz Even gant Prefeti-mor an Atlantel e vefe kaset da benn gant Renerezh an armerezh (DGA) taolioù-esae evit tennañ misiloù etre an 8 a viz Even hag an 8 a viz Gouere, kostez beg Penmarc'h, e kreizteiz Penn-ar-Bed. Difennet eo merdeiñ ha pesketa war ul lodenn eus aodoù ar vro Vigoudenn.

Taolioù-esae niverus

Meur a wech dija ez eus bet tennet seurt misiloù er vro-se, rak hir e vez ar prantad arnodiñ evit krouiñ ur misil evel an M51. E 2013 e oa bet unan eus an tennoù un taol kleze en dour :

Ur misil bannouriezh mor-douar eo an M51, savet evit ar splujerezioù nukleel lañser ijinoù (SNLE e galleg). Pep arm a c'hell dougen betek 10 penn nukleel, bep a hent emren ganto, ha gouest eo da nijal ouzhpenn 6000 km. Evel-just, ne vez ket pennoù nukleel pa vez kaset an tennoù esae da benn.

Hervez an eneberien, pep misil a goustfe 120 milion a euroioù. Hervez Emsav ar Peoc'h (Mouvement de la paix), hag en doa lañset ar manifestadegoù hiziv e Penmarc'h, Lannuon, Roazhon pe c'hoazh Montroulez, Sant-Maloù ha Naoned, e vefe 76% eus ar C'hallaoued evit mont war-zu un dizarmadur nukleel, hervez ur sontadeg kaset da benn e 2018.

 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité