Prizioù 2022 : al loreidi

Publié le Mis à jour le
Écrit par Yowan Denis

Dalc'het eo bet fenoz lid ar Prizioù 2022. Ar wech kentañ oa abaoe daou vloaz eo bet graet dirak arvesterien er sal. Ur blijadur eo bet, evel boaz. Adskignet e vo an abadenn d'ar Sul 27 da 10:10. Setu al loreidi.

Vivez le Festival Interceltique : Le Festival Interceltique de Lorient 2022

Tri bloaz zo bremañ ne oa ket bet tu aozañ ar Prizioù evel boaz, en ur sal ha dirak arvesterien. Ur blijadur e oa neuze fenoz gellout toullañ kaoz gant ouzhpenn daou-c'hant arvester laouen o vezañ aze hag o kemer perzh el lid.

Kroget e oa mat an traoù gant ar strollad sonerezh. Sonerien ha kanerien ar pezh c'hoari "War Hent Youenn Gwernig", savet gant Strollad ar Vro Bagan, a zo deuet a-benn da skoulmañ from ha barregezh evit lañsiñ an nozvezh war an ton bras. Poent e oa neuze stagañ gant al lid da vat.

Mareoù brav ha fromus a zo bet e-pad an nozvezh, evel boaz. Da skouer p'eo bet roet priz ar gwellañ film d'hor animatourez muiañ-karet, Goulwena an Henaff.

Ar bloaz-mañ c'hoazh eo bet diaes evit ar bodad-barn d'ober un dibab etre an holl traoù a zo bet savet e brezhoneg warlene. Kement-se a zo test eus ijin ha kalon ar Vretoned.

Prizioù 2022 ©France Télélvisions

Setu amañ dindan listenn loreidi ar Prizioù 2022.

Strollegezh

  1. Ti embann ar skolioù (TES), evit bezañ bet troet arload « Kiou » e brezhoneg.
  2. SDIS 29, evit bezañ savet fichennoù diwar-benn al lec’hanvadurezh e brezhoneg.
  3. Mor-Bihan Gwened tolpad kêrioù, evit brasaat plas ar brezhoneg er vuhez foran.

Kevredigezh

  1. Stumdi ha Ti ar Vro Gwengamp, evit ar stummadur a ginnigont war micherioù ar radio hag al liesvedia..
  2. Splann ! Ar gevredigezh gentañ gouestlet d’ar c’hazetenniñ-enklask e Breizh.
  3. Ti ar Vro Landerne-Daoulaz, evit bezañ savet ur greizenn-dudi e brezhoneg.

Embregerezh

  1. Miltamm, evit reiñ an tu da vezañ stummet e brezhoneg war micherioù ar vugaligoù.
  2. Treebal : ur Whatsapp e brezhoneg.
  3. Bagadini : roet ul lodenn eus an arc’hant da Diwan Breizh.

Lennegezh

  1. Morlenn, Jorj Abherve-Gwegen, An Alarc’h Embannadurioù.
  2. Mehdi divroad, Goulc’han Kervella, Skrid.
  3. E seizh avel ar bed, Fañch Peru, Skol Vreizh.

Kleweled

  1. Dañsal dindan ar glav, Goulwena an Henaff.
  2. Noz, Soazig Daniellou.
  3. Fin ar Bed koulzad 2, Nicolas Le Borgne.

Sonerezh

  1. Youn Kamm, Treizh, L'Usinerie Production.
  2. Emezi (Perynn Bleunven hag Elise Desbordes).
  3. Denez, Stur an avel, Coop Breizh Musik.

Brezhoneger pe brezhonegerez ar bloaz

  1. Tifenn Merien ha Brendan Guillouzic-Gouret a zo deuet a-benn da gaout ul levrig-familh divyezhek digant ti-kêr Naoned.
  2. Bleuñvenn Konan, evit bezañ savet baleadennoù e brezhoneg.
  3. Morgan Gilet evit bezañ savet an arload « Kwizh Brezhoneg ».

Dibabet en deus ivez ar juri reiñ "Priz ar galon" d'ar c'hannad Pol Molac, evit ar stourm a gas da benn evit ar brezhoneg er Breujoù e Pariz ha war an dachenn e Breizh.

Evit gwelout an abadenn, netra aesoc'h. Skignet e vo d'ar Yaou 24 da 22:40 ha d'ar Sul 27 da 10:10.