Un tammig ispisial e vo moarvat danvez ar filmoù kinniget ar bloaz-mañ evit ar genstrivadeg Filmoù chakod #4, lañset e fin miz Meurzh. Evel bep bloaz e ranker sevel ur film berr, e brezhoneg, ha sur a-walc'h e vo savet ar braz eus an oberennoù gant sevenerien kenfinet er gêr.
Sañset e vo aozet ar Chakod Noz d’an 30 a viz Mae, e Loperc’hed, e-kichen Landerne. Met e gwirionez ne oar ket c’hoazh an aozerien pegoulz e c’hellint aozañ lid ar prizioù roet bep bloaz evit loreañ gwellañ filmoù amatourien ar bloaz. Ranket o deus Daoulagad Breizh, Emglev bro Douarnenez, ha tiez-bro Landerne-Daoulaz, Leon, Kemper ha Kemperle reiñ lañs d’o fevare abadenn e-kreizig-kreiz ar prantad kenfinañ, divizet evit talañ ouzh ar c’hleñved-red Covid-19.
Moarvat e vo merket ar genstrivadeg gant an darvoud dic’hortoz-se. Roet e vo ur priz ispisial evit ar gwellañ film kenfinet… met marteze e rankint holl bezañ savet gant tud klozet er gêr, rak den ne oar evit c’hoazh pegeit e pado.
45 film savet e 2019
« Ar 7… » eo an tem dibabet ar bloaz-mañ : seizh pec’hed marvel, seizh korrig pe seizh breur, gellet a ra pep hini heuliañ e awen evit sevel ur film peder munutenn d’an hirañ.Ha neb a gar a c'hell kemer perzh, gant ur benveg poltriji pe ur pellgomzer. Warlene oa bet resevet 45 film gant an aozerien.
Ar videoioù a zo da vezañ kaset, a-raok ar 15 a viz Mae, d’ar chomlec’h postel chakod@tiarvrolandernedaoulaz.bzh.
Warlene e oa aet ar Sardinenn aour (ganet eo ar gouel e Douarnenez !) gant « Jibouez », ur film kriz, leun a fent du sevenet gant ar strollad « Morzhol prod ».
Peurrest ar filmoù loreet e 2019 a c’heller adkavout war lec’hienn internet Emglev bro Douarnenez, lec’h ma vez roet kuzulioù teknikel ivez evit sevel ar filmoù chakod.
Daou vloaz 'zo e oa bet heuliet ganeomp un nebeut strolladoù o labourat da ijinañ ha sevel o filmoù. Ur gelaouadenn a oa bet skignet en Taol Lagad, war France 3 Breizh.