Ur milion a Vretoned a vije o chom e bro Bariz, o kontañ ar re ganet e Breizh pe a orin eus Breizh, Bretoned eus ar c’hentañ, an eil, an trede hag ar pevare rummad. Ken niverus hag e vez lâret gwechoù ‘zo, eo Pariz c’hwec’hvet departamant Breizh. Ha gwir eo evit an trowardroioù ivez. Goulwena an Henaff ha Thelo Mell a zo bet o kejañ ganto. Setu testeni lod anezho.
Liesseurt-tre eo ar Vretoned a vev e Pariz. Lod a vez o chom abaoe bloavezhioù ha bloavezhioù, lod all a zo ganet du-se, ha re all c’hoazh a zeu ur wech an amzer evit al labour, evit ur prantad resis pe c’hoazh bep sizhun.
Ronan Bléjean : hudouriezh ar c‘hoariva Zingaro
Eus Bro-Dreger eo Ronan Bléjean hag eno emañ o chom gant e familh. Met, er mare-mañ ‘vat, ar soner akordeoñs a dremen kalzig a amzer e Aubervilliers, e norzh Pariz, asambles gant e vreur Loïc, soner pib-ilin hag arzourien all ar strollad c’hoariva Zingaro, krouet gant Bartabas evit degemer e arvestoù arzel tro d’ar c’hezeg.
Seniñ a reont evit un arvest nevez anvet « Irish travellers » hag a gont istor kantreidi Bro-Iwerzhon. D’an 18 a viz Here 2022 eo krog an abadenn da vezañ kinniget d’an arvesterien. N’eo ket aes dezhañ distreiñ da v/Breizh ingal er mare-mañ ha ne vo ket e-pad pellig amzer c’hoazh. « Seniñ a ran war al leurenn bemdez, estreget al lun hag ar yaou. N’eo ket aes met plijus eo ar vuhez e Pariz memestra », a zispleg Ronan Bléjean.
Ha ma ‘z eo en em gavet en avañtur-mañ eo a-drugarez da rouedad an arzourien vreton : « Erruet on en arvest a-drugarez da b/Paco Portero. E-kichen Dinan amañ o chom ha labourat a ra gant Bartabas abaoe daou-ugent vloaz. Pellgomzet en doa da b/Pierrick Lemou, soner violoñs. Hag eñ ‘n eus pellgomzet da’m breur, Loïc. Kinniget en deus din kemer perzh ivez. Un afer pellgomz eo bet a-benn ar fin ».
Sur eo ha n’eo ket marteze e vo plijadur gant an holl, arzourien koulz hag arvesterien gant un abadenn leun a varzhoniezh.
Paul Molac : « Pep tra a gont, ar bobl ivez en deus ur pouez da gaout en divizoù »
Paul Molac a zo kannad pevare pastell-vro ar Mor-Bihan, staliet e Ploermael. Abalamour da se, e ra kalzig a vonedoneoù etre Pariz ha Breizh evit kemer perzh e tabutoù lezennel ar Vodadenn vroadel, bevañ ha teutañ poulz ar boblañs en e diriad orin.
Dek vloaz ‘zo eo krog gant ar vuhez-se. « Ankeniet e oan un tamm pa ‘z on deuet amañ, er Vodadenn vroadel, evit ar wech kentañ. Ret e oa din deskiñ pep tra, penaos ez ae an traoù en-dro amañ, penaos bezañ efedus… »
Dre ret, e vez bep meurzh ha bep merc’her e Pariz, muioc’h c’hoazh diouzh an ezhommoù, an teuliadoù da gas war-raok... Prezidant Ofis publik ar brezhoneg ha kuzulier rannvro Breizh eo ivez. Tremen a ra amzer e Roazhon ivez. « N’eo ket cheñchet ma sell war ar politikerezh a feur ma labouran evel kannad. Un diforc’h a zo memestra : bremañ e c’hellan bezañ oberiant, lakaat an traoù da cheñch. » Ha setu ar pezh a glask ober war dachenn ar yezhoù bihanniver, emrenerezh ar rannvroioù pe c’hoazh war al liammoù etre Breizh ha Pariz. En 2021, e oa bet meneget kalz e anv abalamour d’al lezenn prientet gantañ ha votet, evit gwareziñ ar yezhoù bihanniver, kemmet war elfennoù ‘zo. « Lodenn vrasañ al lezenn a zo bet miret gant ar C’huzul bonreizhel. Met chom a ra da ziskoulmañ sujedoù ar soubidigezh hag an arouezennoù diakritek. Ret e vefe cheñch ar Vonreizh. »
Daoust hag-eñ en deus fiziañs ? « Ma ne vez ket klasket eo sur ne vo gounezet mann ebet. » Hag evitañ, ur bennaenn a zo pouezus evit mont war-raok : « Pep tra a gont, ar bobl a c’hell kaout ur pouez. Arabat disoñjal an dra-se ! »
Kalz labour a zo c’hoazh war ar stern, sur eo ne gavo ket hir e amzer !
Henriette Férellec ha Léandre Mandard : mignoniezh etre remziadoù en-dro d’ar brezhoneg e Pariz
Henriette Férellec ha Léandre Mandard o deus graet anaoudegezh dre g/Kenseurtiezh Bretoned Saint-Denis. Kontrol da b/Paul Molac pe d’ar vreudeur Bléjean, an daou-se a zo abaoe pelloc’h zo e bro Bariz, e Saint-Denis end-eeun.
Pa oa uhel ar c’hovid, pa ne oa ket aes mont pell ha gant ma oa o chom nepell, Léandre a zo bet alies e ti Henriette, da beurzeskiñ brezhoneg ganti.
Hi a zo erruet pell ‘zo dija. E 1962 eo en em gavet e Saint-Denis, da heul he gwaz, bet kejet gantañ e Breizh, e-pad eured e c’hoar e Douarnenez. Familh o doa int o daou e Pariz dija, kalzig.
Sklaer-tre eo chomet he memor : « E-barzh ul leti omp bet o vevañ, betek ganedigezh hor mab. D’ar mare-se, omp deuet a-benn da gavout un ti kozh, hep aezamant ebet met boñ, straed ar Bouloñjererezh.»
E 1976, e tiloj ar familh e karter Courtille. Kalz a Vretoned a oa e Saint-Denis dija. « Lod vrasañ anezho a laboure evit Gaz Bro-C’hall pe evit an RATP ». He gwaz dezhi avat, a laboure e teuzerezh Citroën. Ur vicher galet e oa : « chom dirak ur forn a-hed an devezh labour, dreist-holl evit un den bet boas da labourat er-maez a oa diaes ».
Henriette he mil-micher a zo bet hi, kemenerez ha plac'h ar c’hempenn a-raok tremen ur genstrivadeg da vezañ implijadez e-barzh ur burev e ti-kêr Saint-Denis.
Staliet da vat eo hi en he c’harter : « Pa ‘z on en em gavet war ma leve e oa bet tapet ar pleg gant an amezeien vihan dont betek ma zi d’ober o labour skol. »
Kalzig a dud a dremen da welet anezhi hiziv an deiz c’hoazh, ha n’eo ket Léandre a lâro ar c’hontrol.
Léandre, eus e du, a zo erruet e Pariz evit studiañ e Sciences Po, n’eus ket keit-se neuze, kontrol da Henriette. O labourat war un dezenn diwar-benn an adlodennañ e Breizh emañ. Dont a ra eus Breizh-Uhel. Plijout a ra dezhañ tremen amzer gant Henriette, da beurzeskiñ brezhoneg, da selaou hec’h eñvorennoù pe da ganañ asambles.
Zulian Dupont : « Treuzkaset eo bet al liamm gant Breizh a rumm da rumm er familh »
Hentad buhez Zulian Dupont hag e liamm gant yezh ar vro a zo divoutin a-walc’h.
Ganet eo ar paotr yaouank e Pariz. Morse n’en deus bevet e Breizh, estreget evit ar vakañsoù, ha daoust da se eo deuet da vezañ ur brezhoneger ampart, entanet gant sonerezh ar vro. « Familh ma mamm a zo a orin eus kreiz Breizh. Chomet eo hi liammet-tre gant Breizh. Komz a rae brezhoneg pa oa yaouank ha selaou a rae kalz a sonerezh Breizh ivez. An dra-se n’eus levezonet ac’hanon. »
Deuet e oa e vamm-guñv da labourat e Pariz pell ’zo, tost kant vloaz ‘zo bremañ, evel kalz a Vretoned all. Abaoe tout an amzer-se o deus tud familh ar paotr yaouank kendalc’het da dreuzkas yezh ar vro, pa vefe e Pariz pe e Breizh ivez evit ul lodenn all eus e gerent.
Chom a ra sevenadur ar vro pouezus-tre evit Zulian hag a labour e bed an urzhiataerezh evit ur « start-up » staliet e kêr-benn Bro-C’hall. « Pouezus-tre eo peogwir ez eus un diaspora ensezet mat e Pariz. Gwelet e vez mat pa ‘z eomp da d/Ti ar Vretoned. Kreñv eo sevenadur Breizh. »
Ar chañs en deus bet an diorroer, desket ar c’han gantañ ivez, da gejañ alies gant ar c’haner, Yann-Fañch Kemener (aet d’an anaon), pa ‘z ae Zulian da welet e familh chomet er vro. « Yann-Fañch Kemener a oa o chom nepell eus ma familh. Tost e oant. Desket em eus ur bern traoù gantañ. Plijout a rae dezhañ treuzkas ar pezh a ouie. »
Ma ‘z eo chomet Zulian stag-tre ouzh Breizh e plij dezhañ ar vuhez e Pariz ha ne vefe ket prest da zilojañ evit poent : « Ur bern mignoned am eus amañ, ul labour ivez. En em blijout a ran e Pariz ».
Gant un nebeud poltredoù hon eus gwelet eo liesseurt-tre Bretoned Pariz. Sur eo ha n’eo ket marteze, ez eus hentadoù buhez dedennus all da zizoloiñ. Setu ar pezh a vo kinniget, etre traoù all, gant skipailh Bali Breizh a-hed un heuliad a bevar abadenn kostez Pariz, skignet d'ar Sul, da 10e10 war France 3 Breizh ha da adkavout ivez war ar skinwel adtapout.
Evit gouzout hiroc'h : Divroadennoù breton