Diwar al labour-douar e sav ar gaz-mañ evit 95% anezhañ. Krouiñ a ra ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù. Ur gudenn-vras eo met dister eo an ostilhoù eveshaat e Breizh.
Pet den a varv abalamour d'an amoniak e Breizh ? Diwar al labour-douar e sav ar gaz-mañ evit 95% anezhañ. Krouiñ a ra ur saotradur bras en aer, gant elfennoù moan, orin eus krign-bev ha kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù.
Ur gudenn-vras eo evit yec'hed an holl hag an endro, met daoust da se eo dister an ostilhoù eveshaat e Breizh abalamour ne vez ket postet trawalc'h a arc'hant foran enno.
Evit gouzout hiroc'h diwar-benn Splann! e c'hellit mont war al lec'hienn.
Emañ Breizh er penn uhelañ evit pezh a sell saotradur an aer. Tachenn hor bro a zo kevatal da 5% hini Frañs. Daoust da se e vez dilaosket muioc’h eget e lec’h all un aezhenn, an amoniak, hag a zo dañjerus-daonet hervezh ar vedisined, kevredigezhioù a zifenn an endro ha labourerien-daour o-unan. Seizh vloaz zo e vez eveshaet an danvez saotrañ-mañ gant loarelloù europat. E miz Meurzh ha miz Ebrel, d'ar c'houlz ma vez skuilhet hañvouez ha temz war an douaroù, e vez ar vro e ruz.
Er Stadoù-Unanet e vefe kiriek al labour-douar a-greñv eus marv 17 900 den dre vloaz. Embannet eo bet d’an 10 a viz Mae tremenet gant 14 enklasker ur studiadenn kaset da benn gante er Stadoù-Unanet. Ar studiadenn gentañ eo o lakaat war gont an agroboued ar fed e vefe lazhet tud diwar saotradur an aer. « Splannoc'h-splannañ eo ar skoioù war ar yec'hed hag an endro gant ar magañ muioc'h-mui a dud dre ar bed », eme an enklaskerien.
Miliadoù a dud varv gant an amoniak
6% eus an douar-labour talvoudus vroadel zo da Vreizh ha 57% eus ar chatal hag ar produiñ moc'h e Frañs, dreist pep lec'h en Aodoù An Arvor ha Penn Ar Bed. Ur penn-yar diwar dri a vez o tont eus Breizh ha 19% eus ar stalioù produiñ laezh zo e Breizh. Hogen, hervez an Inrae e vez skuilhet 95% eus an amoniak diwar al labour-douar, 80% anezho diwar ar sevel chatal.
« N'eus tamm douetañs ebet ken war an dachenn skiantel : diwar an amoniak da gentañ e vez elfennoù moan, ar PM 2.5, o-unan o vezañ kaoz ma zo marvet kalz a dud re abred, ha n'eo ket kement gant kleñvedoù alaniñ evel gant kleñvedoù ar galon hag ar gwazhioù », a lavar Jean-François Deleume, doktor war ar medisinerezh, ezel eus Dour ha Stêrioù Breizh. Gwir zo roet dezhañ en un danevell embannet e miz Meurzh 2019 gant an ensavadur alaman Max Planck.
Abalamour da saotradur an aer gant elfennoù moan e tiwanfe kleñvedoù kalon ha gwazhied, kleñvedoù alaniñ ha krign-bev (an daou abeg pennañ a varv e Frañs), ha diwarne e varfe 67 000 a dud re abred e Frañs, 19 000 ouzhpenn evit ar pezh a oa bet priziet gant Santé Publique France e 2016. Pet den a varv diwar an amoniak e Frañs da vat ?
Arabat komz eus-se e Breizh !
Kerkent ha 2006 e oa bet savet un danevell diwar-benn an amoniak gant Jean-François Piquot, mouezh aotreet Dour ha Stêrioù Breizh, o niveriñ sifroù ar Citepa (kreizenn etremicherel teknik a studioù war saotradur an aer). E Breizh e oa bet dilaosket 19% eus ar gaz-mañ, NH3 e formulenn, er stad.
Eizh vloaz diwezhatoc'h e oa bet skrivet gant Jean-François Deleume, hemañ e komite-ren ar programm-rannvro yec'hed endro (PRSE), da renerezh rannvro an endro ha kempenn an tiriad e Breizh (Dreal) : « Breizh eo ar rannvro nemeti e Frañs saotret-daonet gant an amoniak », eme ar medesin, en ur gas fotoioù al loarell IASI, o tiskouez eo ruz-tan ar vro.
Stag ouzh al lizher, zo ur studi gant pennospital skol-veur Roazhon ha Kenwarez sokial al labour-douar (MSA), o tiskouez e teu kleñvedoù alaniñ an desaverien saout-laezh e Breizh eus an danvez saotrañ implijet el labour-douar. Hervez Jean-François Deleume bepred, ez eus muioc'h a verralan e bro Leon, e-lec'h emañ ar gwashañ saotradur gant an amoniak. War kartennoù arsellva Breizh e vez gwelet penaos ez eus bet muioc'h a dud o vervel gant krign-bev ar bronkez hag ar skevent er vro-se ivez etre 2005 ha 2017.
« Da-heul al lizher e oa bet pellgomzet deomp gant servijoù ar prefeti ur sulvezh o c'houlenn ganimp : daoust ha pelec'h ho peus bet ar sifroù-mañ ? Ne vez tamm striv ebet a-berzh ar Stad da glask gouzout pelloc'h. Arabat komz eus ar sujed-mañ », eme Marie-Pascale Deleume, ijinourez al labour douar, hag ezelez eus Dour ha Stêrioù Breizh.
KARTENN. Breizh, ar vro a zilaosk ar muiañ a amoniak e Frañs
Pep kelc’h a ziskouez ar c’hementad dilaosket a zo bet disklêriet eo 2019 gant an embregerezhioù labour-douar hag an uzinoù (ar re a zo renablet e sturiad IED). El labour-douar, n’eus nemet ar magerezhioù moc’h gant ouzhpenn 2000 loen, hag ar c’hludier gant ouzhpenn 40 000 plas.
Da lâret eo ‘zo un diouer a ditouroù memes tra, ne weler ket ar c’hementad a vez dilaosket en holl : an antantoù bihanoc’h hag ar re zindan 10 tonenn a amoniak ne vezont ket kemeret e kont amañ. Dav eo menegiñ ez eus uzinoù n’int ket evit doujañ ouzh ar reolennoù. Chom a reont hep disklêriañ pep tra, e-giz ar pezh a lenner en hon enklask.
An embregerzh kimik Yara e Mouster al Loc’h n’emañ ket war ar gartenn kennebeut. Ne 'z eus bet disklêriet netra ganti e 2019. Koulskoude he deus dilaokset 161,8 a donennoù bep bloaz etre 2003 ha 2018… da lâret eo kalz muioc’h eget pep kelc’h a zo war ar gartenn.
Gwelet e vez ivez ar pezh a vez dilaosket dre gumuniezh kumunioù, hervez ar renabl labour-douar. Eus an temz, an hañvouez hag an teil e teu an amoniak-se dreist-holl. Gant titouroù Copernicus e vez diskouezhet ar c’hementad a amoniak en aer etre ar 15 a viz Meurzh hag ar 15 a viz Even 2020, pa oa bet tizhet ur saotradur uhel a rannigoù-munud… e pad mare ar c’henfinañ.
Ar paourañ e Frañs eo evezhiañ kalite an aer e Breizh
Ministrerezh an tremenadur ekologel hag ar c'hengred en deus fiziet al labour eveshaat kalite an aer da veur a gevredigezh. Aer Breizh a ra war-dro e Breizh. E miz Kerzu 2020 e oa bet staliet ur mekanik muzuliañ an amoniak e Merleag, en Aodoù an Arvor. Soñjet zo bet staliañ un eil e 2021. Amañ zo bet graet ur gammed war-raok rak na oa ket bet roet yalc'had ebet d'ar gevredigezh evit se betek-hen abalamour n'eo ket lakaet ar gaz-mañ e rummad an danvez saotrañ, er c'hontrol d'an oksidoù azot, ozon pe metaloù ponner.
Abaoe 2002 eo lakaet dindan evezh gant Aer Breizh bro Lambal, e-lec'h emañ ar stankañ ar chatal en departamant. Betek 8 gwezh muioc'h a amoniak zo aze evit e bro Roazhon. Emañ an dachenn e-mesk ar re washañ tout, e kumun Maroue dreist-holl, hervez statistikoù ur studi savet en Izelvroioù e-pad 5 bloaz e fin ar bloavezhioù 1990.
Etre 2003 ha 2019 n’eo ket bet muzuliet an amoniak er vro-se gant Aer Breizh siwazh. « Abalamour n'eus ket arc'hant evit se, eme Gael Lefeuvre, rener Aer Breizh. 60 000 € e koust un dielfenner amoniak nevez. Ma ne vez ket eus yalc'hadoù a-raok ar c'houlzadoù eveshaat n'heller ket arc'hantaouiñ seurt dafar hon-unan. » Bras-divent eo al labour evit ar gevredigezh, met daoust da-se eo an hini baourañ e Frañs, gant ur budjed-bloaz kevatal da 1,5 milion a euroioù, e tegas he rener da soñj. Gant un taos diwar an industrierezh eo arc'hantet ar gevredigezh : an taos hollek war al labour saotrus. Hogen zo kalz nebeutoc'h a uzinoù e Breizh evit a venajoù. Diwar al labour-douar e vez ar muiañ a amoniak met ne vez ket paeet taos-mañ gant al labourerien-douar..
Roadennoù darnel , renabloù beskellet
Etre 2008 ha 2016 eo kresket an amoniak eus 3%, hervez Aer Breizh, ha 14% eus ar « produiñ » broadel a vez muzuliet e Breizh. Re izel eo zoken ar sifroù-mañ peogwir e talc'hont kont eus disklêriadurioù an desaverien loened hag an industrierezhioù klaset evit Diwall an endro (ICPE).
N'eus met an tiegezhioù o tremen ur live resis hag a rank disklêriañ pegement a amoniak a skarzhont pa ‘z eont dreist 10 tonenn. Ar re vrasañ 'ta. En tu all da 40 000 plas evit ar yer, 2 000 evit ar moc'h ha 750 evit ar gwizi. Uhel eo al liveoù dre lobbying an FNSEA. E 2013 e oa kaoz eus 450 moc'h. « Evit ma vo ar resisañ hor renabloù e vefe dav rediañ an disklêriadennoù adalek an donenn gentañ », war a lâr Gaël Lefeuvre.
Ne rank ket an desaverien saout disklêriañ pegement a amoniak e produont avat. Ha bras an touell peogwir eo diaes-mat lakaat saout da beuriñ pa vez 200 pe 400 anezho. Pelloc'h e chom ar saout er c'hreier eta. Hervez Kambr labour-douar Breizh e vefe bet 22% a amoniak skarzhet e 2016. Da lâret eo an eil saotradur war-lerc'h ar skuilhañ hañvouez (23%). Da-heul emañ an desevel moc'h (21%) ha yer (19%).
Paket Frañs gant Brusel
« Evit pezh a sell gwareziñ an endro e vez ret a-walc'h kompren penaos ne vez den oc'h ober strivoù hep reolennoù strizh », e pouez Gaël Lefeuvre. Dre Europa a-bezh e oa bet rediet heuliañ ur sturiadur gant an Unvaniezh e 2016. Dre se e ranke ar stad C'hall digreskiñ an amoniak skarzhet en aer a 13% ac'hann da 2030. Er c’hontrol eo kresket a 6,7% etre 2005 ha 2016… Start e vo !
E Miz Mae 2020 e oa bet graet ur rentañ-kont kentañ gant Uvaniezh Europa. Ha sklaer an traoù : er stad m’emañ ne vo ket dalc'het he engouestl gant ar Stad c'hall. Abaoe 2006 eo stabil-tre ar skarzhañ NH3 er stad. Etre 2016 ha 2019 eo diskennet eus 3% hepken.
« Diwezhat eo bet emskiant an dud e Frañs ha kemeret zo bet re nebeut a vuzulioù strizh », hervez bodad an arc'hant er Sened, er pennad gouestlet d’an amoniak en he danevell war politikerezh ar stourm ouzh saotradur an aer, emùbannet daou viz diwezhatoc'h.
« N'eo ket abalamour zo re nebeut a enklaskoù akademikel e c'heller lâret zo un diouer a evezh politikel bremañ », eme Emmanuelle Lavaine, Philippe Majerus ha Nicolas Treich en ur pennad embannet e miz Du 2020 e kelaouenn skol ekonomiezh Tolosa. « Diwar an diouer a ouiziegezh skiantel e rankfe bezañ labouret ha n'eo ket chom hep ober netra abalamour da ziwall end-eeun. »
An desaverien kiriek eus ar saotradur
Emskiant eo bed al labour-douar eus an dalc'h evit ar yec'hed : ar re gentañ paket eo an desaverien. Hervez an Inrae, « zo bet diskouezet liammoù etre saotradur an aer ha kleñvedoù ar skevent gant al labourerien. An darn vrasañ eus kleñvedoù alaniñ diwar ar vicher zo reoù evel bronkezfo pe berralan end-eeun ».
E 2015 e oa bet lañset ar raktres Aer Desaver gant Kambr labour-douar Breizh. Lakaet oa bet war-wel gant ur studi penaos e vez skoet an desaverien gant an amoniak, ar poultrenn hag ar produioù kimiek en un 40 stal yer pe moc'h. E labourioù evel pareañ al loened e vez tapet en tu all d'al liveoù uhelañ aotreet, ha fallaet eo an alaniñ. Diwar-se e oa bet kaset ur blaketenn displegañ d'an holl zesaverien er rannvro. Kinniget zo bet ur stummadur dezhe hag abaoe kreiz ar bloavezh 2018 ez eus pemp video enlinenn.
E 2018 adarre e oa bet lakaet ur reolad kentañ (na oa redi ebet, kement ha reiñ da c'houzout tra ken) gant an Anses, Ajañs Vroadel Surentez Yec'hedel ar Boued, an Endro hag al Labour, a 500 µg/m³, evit ar riskloù boas. Ne veze dalc'het met an efedoù war an alaniñ, dre ma « n'eo ket bet sudiet ar riskl a grign-bev diwar an amoniak dre alaniñ evit an dud hag al loened », hervez an Anses. Ne oa ket a-du an holl skiantourien gant ar reolad-mañ avat. Pemp gwezh nebeutoc'h a redi zo enni evit e meur a stad amerikan. Da heul ar muzulioù kentañ e Lambal gant Aer Breizh e oa bet kemeret 100 µg/m³ evel dave, un dave lakaet e 1991 gant Ajañs diwall an endro ar Stadoù Unanet (EPA).
A-benn nebeutaat ar skarzhañ NH3 hag elfennoù all e oa bet savet gant an Ademe e 2019 ur sturlevr broadel war ar pleustroù mat el labour-douar. Reizhañ ar magañ loened, ingaliñ ar merañ teil ha hañvouez, gwellaat ar gwenterezh er savadurioù, goloiñ ar fozadoù hañvouez, dibab an temzoù a sav an nebeutañ a amoniak diwarne, hiraat an amzer ma vez al loened o peuriñ, h.a. « Met mont war geot adarre ne vez ket lakaet trawalc'h war-wel », eme Estelle Le Guern , gant keuz, hi o vezañ karget a gefridi e Dour ha Stêrioù Breizh. Eviti e vefe gwelloc’h « adheñchañ al labour-douar da-gaout doareoù ober na vefent ket ken saotrus all ». Uhel eo ar bazenn pa vez 95 % eus ar moc'h e Frañs e-barzh savadurioù ordin, war klouedennoù, diblouz. Gwellañ tra d'ober 'ta e vefe bihanaat ar chatal.
D'an 31 a viz Meurzh 2021 e oa bet embannet gant Ministrerezh al Labour-douar hag ar Boued ur steuñv d'ober hep an ostilhoù skuilhañ saotrusañ a-benn 2025. Daou vloaz war-lerc'h oa bet meneget er steuñv broadel da nebeutaat an danvezioù saotrañ en aer (Prépa). Tri abeg pennañ d'an dale-mañ, e-mesk traoù all : an dilañs war ar c'hevez diwar muzulioù redius, ar riskl direizh evit an desaverien baour, met ivez pouez politikel bed al labour-douar.
Evit gouzout hiroc'h diwar-benn Splann! e c'hellit mont war al lec'hienn.
Muioc'h a amzer evit ar broduerien temz diwar azot
Da gentañ eo bet nac'het gant ar gouarnamant ar c'hinnig graet da-geñver emglev ar geodedourien war an hin, e-kerzh studiadenn al lezenn war an arc'hant en diskar-amzer 2020. An abeg da se ? Ur riskl uhel da goll kevezusted, hag ur gonid dister evit an endro, hervez servijoù ministrerezh al Labour-douar, e rener kabined o vezañ bet unan eus pennoù bras ar strollad Roullier, unan eus brasañ embregerezh agroboued ar vro. Frañs a zo ar marc'had kentañ en Europa evit an temz diwar azot.
Distroet eo an diarbenn gant ar raktres lezenn « climat et résilience », kinniget gant ar galloud seveniñ, met disteraet ar stumm anezhañ. A-benn 2024 e vo lakaet e pleustr, un termen a-enep d'ar pezh oa gortozet gant Kuzul meur an hin.
E fin miz Meurzh eo bet asantet ar mennozh sevel un taos gant an deputeed ma n'eo ket diskennet ar skarzhañ protoksid azot hag amoniak a-benn daou vloaz. Ha koulskoude emañ a-du an holl pell zo da lâret zo ezhomm eus ur seurt ostilh. E miz C'hwevrer 2020 e oa bet kaset ar goulenn-mañ da renerezh an teñzor publik hag adalek 2013 dija d’ar c’hKuzul ekonomikel, sokial hag endro. Evit an OCDE eo bet savet ar c’hinnig-mañ abaoe 1986…
Ur bilañs da c'hortoz war ar steuñv da zigreskiñ ar skarzhañ danvez saotrus evit an aer evit ar c'houlzad 2017-2021 a ziskouez an holl draoù bet graet e bed al labour-douar e Frañs. Hervez an diell-mañ a zo en hor c'herz, n'eus bet heuliet da-vat nemet un nebeudig eus ar muzulioù evel implij ostilhoù skuilhañ teil na vefent ket ken saotrus. Na ne vez ket lakaet ar gaoz war digreskiñ ar beveziñ kig evel m’eo aliet gant Aktoù Akademiezh ar Skiantoù er Stadoù-Unanet. Gant se e c'heller derc'hel da stankaat ar chatal, hag ar galloudoù foran da lezel ober.
[1] evit Breizh velestradurel emañ ar sifroù embannet en enklask-mañ.
An amoniak, sikourer kentañ industriezh al labour-douarAn amoniak 'zo kalz muioc'h eget danvez ur gaozeadennn skiantel. En hor c'horf e kaver anezhañ ha mont a ra en endro e stumm ur gaz. Dont a ra an NH3 diwar danvez organek o vreinañ en douar. Al lodenn vrasañ eus ar gaz en aer zo diwar difankadennoù ar plant hag al loened. Abaoe ur c'hantved avat eo deuet an amoniak da vezañ ur produ industriel ivez. E 1909 e oa bet krouet an donenn amoniak kentañ a-benn aozañ danvez-tarzh, ha war un dro industrielaat al labour-douar. Un temz pinvidik evit ar gonid boued zo anezhañ ha promesaoù gonit kalz, betek re… Ur c'hantved diwezhatoc'h e veze gwerzhet 130 milion a donennoù azot er bed e stumm temz. Skuilhet war ar parkeier e skarzhont amoniak en aer, evel pa vez skuilhet hañvouez. Diwar an amoniak e teu elfennoù moan hag a c'hell tremen dre ar skevent d'ar gwad. Lakaet int da vezañ pennkaoz eus marv 48 000 a dud re abred e Frañs, hervez Yec'hed Publik Frañs. Hervez ar Sened en defe koustet 100 000 miliard a euroioù e 2015. Evelkent eo damsklaer an traoù hag e c'hellfe ar sifroù-mañ bezañ dindan ar wirionez. |