An Taol Lagad s'intéresse à une page méconnue de l'histoire de l'enseignement en langue bretonne, celle du concours "Breuriez ar brezhoneg er skolioù", imaginé par Raymond Delaporte, Yeun ar Gow et Frañsez Kervella dans l'entre-deux-guerres. N'eo ket gwall anavezet istor "Breuriez ar brezhoneg er skolioù", zoken gant ar vrezhonegerien. Kontañ a reomp deoc'h petra oa bet ar genstrivadeg-se, aozet er skolioù katolik e Kreiz-Breizh er bloavezhioù 1930.
Etre 1932 ha 1939 e oa bet aozet, e skolioù katolik kantonioù Karaez, Pleiben hag ar C'hastell-Nevez, ur genstrivadeg evit broudañ ar skolaerien ha skolaerezed da reiñ kentelioù e brezhoneg d'o skolidi. "Breuriez ar brezoneg er skolioù" oa anv ar genstrivadeg-se, ijinet gant Yeun ar Gow, Frañsez Kervella ha Remon Delaporte.
E dielloù mediaoueg ar C'hastell-Nevez e kaver milieroù a zeverioù brezhonek skrivet gant bugale er bloavezhioù 1930 : displegadennoù, skrivadennoù, deverioù war istor Breizh pe e jederez... Er skolioù a gemere perzh er genstrivadeg e tlee ar vistri hag ar mestrezed-skol ober ur gentel vrezhonek, un eurvezh bep sizhun da vihannañ. Ha da fin ar bloaz ez ae an aozerien d'ar skolioù evit lakaat ar skolidi da dremen un arnodenn. Prizioù a oa da c'hounit ha poentoù evit ar sertifikad.
Un intrudu skoet gant ar brezel
E 1938 e kemere perzh kazi holl skolioù kristen kentañ derez an tri c'hanton, tost da 1900 bugel en holl.
Remon Delaporte, Frañsez Kervella ha Yeun ar Gow o dije bet c'hoant lakaat skwer o breuriez da vleuniañ dre Vreizh-Izel. Un termen d'o breuriezh zo lakaet gant an eil brezel bed.
Disadorn 20 a viz Genver e vo diskouezet e Pleiben ur blakenn evit enoriñ unan eus ar brasañ skrivagnerien e brezhoneg.