La troupe de théâtre Piba présente sa dernière création à Brest jusqu'à la fin de la semaine. Kinniget e vez e bezh-c'hoari diwezhañ gant strollad Teatr Piba e Brest betek fin ar sizhun.
Ur veaj da ved ar saout a vez kinniget deomp gant strollad Teatr Piba. Pe gentoc'h un avañtur war hentoù gwenn al laezh, titl ar pezh-c'hoari. Diwar ur skrid gant David Wahl eo bet savet, un tammig evel un enklask. Eus an neolitik da uzin laezh chinaiz Synutra Karaez, un hir a veaj eo hentoù gwenn. Gant Teatr Piba vez klevet brezhoneg ha galleg. An taol-mañ eo teiryezhek ar pezh c'hoari pa 'z eo bet roet he flas da yezh ar sinoù, benn bezañ komprenet gant an dud vouzar. Hentoù gwenn a vo c'hoariet e Ti ar C'hoariva e Brest adalek fenoz ha betek disadorn kentañ.
Start an traoù e trummadoù ospital Kemper
E Kemper n'eo ket bet morse ken start e trummadoù ospital Kerne. Tud klañv e-leiz ha re nebeut a glañvdiourien, setu ma chom lod eus ar re glañv en trepasoù pad devezhioù a-raok bezañ kaset er servij dleet. Dre ma vank medisined e kêr ha dre ma vez serret gweleoù en ospital e rank an trummadoù labourat muioc'h, met mankout a ra plasoù ha gopridi. Dre fotoioù bet roet deomp e weller an dud klañv en trepasoù lec'h ma vezont soagnet, maget ha graet war o zro, hep intimelezh. Ouzhpenn-se o devez aon ar glañdiourien rak chom hep ober war-dro unan bennak en defe ezhomm bezañ soagnet diouzhtu. Aet eo lod skuizh da vat, c'hoant ganto paouez gant o micher. Skrivet eo bet ul lizher digor gant ar pe vras eus gopridi ospital Kerne - medisined, klañdiourien, adklañdiourien en o zouez - d'ar renerezh ha d'an dilennidi 'benn goulenn koñdisionoù labour gwelloc'h diouzhtu. 'Vit ar poent n'eo ket bet respontet dezho.