Votre édition en breton évoque la plainte de l'Etat contre X suite aux échouages de billes de plastique sur les plages et s'intéresse au personnage d'Armand Tuffin de la Rouërie, héros de la guerre d'indépendance américaine et père de la chouannerie. Er c'heleier hiziv e komzer eus klemm ar Stad dirak lez-varn Brest goude ar saotradurioù mikroplastik war an aodoù ha displeget e vez gant Thierry Jigourel piv oa ar c'holonel Armand Tuffin de la Rouërie.
En Taol Lagad e komzer berr-ha-berr eus meur a geloù war dachenn an endro. En anv ar Stad c'hall en deus ar sekretour-stad Hervé Berville douget klemm dirak prokulor Brest evit klask gouzout piv oa perc'henn war ar mikro-kanetennoù plastik a ra peñse war aodoù Breizh ha peurrest an arvor atlantel.
Displegañ a reer ivez eo nec'het ar strollad sitoianed a fell dezho sevel ur park rodoù-avel e Edern, nepell diouzh Kemper. Prest eo o raktres met re ger eo deuet da vezañ ar sammad da lakaat war an daol e-keñver ar priz ma vo prenet an tredan gant EDF. Ret e vefe gwerzhañ ar c'hilowatt-eur 10 santim evit ma vefe spletus ar park. 7 santim a vez kinniget evit ar poent. Sikour ar gannaded a zo bet goulennet, evit difenn an energiezhioù padus.
Aroz amerikan ha tad ar chouanterezh
Disadorn 28 a viz Genver e vo aozet e Roazhon ur c'hendiviz diwar-benn Armand Tuffin de la Rouërie, ur breton a oa deuet da vezañ unan eus arozed ar brezel dizalc'hiñ amerikan. En ul levr bannoù-treset e vez kontet e vuhez gant Thierry Jigourel hag an treser Mankho.