Lundi 15 mai, un hommage était rendu à des maquisards arrêtés à Châteaulin en 1944. Et dans les Monts d'Arrée, la randonnée annuelle de l'école Diwan de Comanna se prépare. Enoret eo bet rezistanted maki Pen ar pont, dilun e Kastellin, hag emañ kerent skol Diwan Kommanna o prientiñ ar 34vet Tro Menez Are.
E miz Ebrel 1944 e oa bet harzet 12 ezel yaouank eus maki Pen ar pont, e kichen Kastellin. Rezistanted FTP (Francs tireurs et partisans) e oant ha taolioù a raent a-enep d'an arme Alaman adalek ar c'hoadoù lec'h ma vevent kuzhet, gant sikour peizanted 'zo. Jahinet ha lazhet e oant bet un nebeut sizhunvezhioù war lerc'h, e Fouen. Bep bloaz, d'ar 15 a viz Mae, e vezont enoret e Kastellin ha kalzig tud a oa evit heuliañ al lid ar bloaz-mañ.
34re Tro Menez Are
Krouet e oa bet Tro Menez Are, baleadennoù etre 5 ha 40km, gant kerent Skol Diwan Kommanna e 1989, evit degas arc'hant d'ar skol. Emañ ar gevredigezh o prientiñ ar 34re abadenn hag a loc'ho eus Plourin Montroulez d'ar yaou 18 a viz Mae. Evel kustum e klask an aozerien kinnig gwenojennoù dic'hortoz ha lod na vezont ket ergerzhet alies gant ar valeerien.