VIDEO. Troc'het ar pellgomz e Brasparzh hag abati Lokmaze e teir ment. Votre édition An Taol Lagad du 14 septembre

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h04mn37s
Votre édition An Taol Lagad du 14 septembre 2023. ©France 3 Bretagne

Plus de trois semaines sans téléphone ni internet, c'est la situation de plusieurs hameaux de Brasparts. Une situation compliquée pour des personnes âgées isolées. Et l'abbaye de la pointe Saint-Mathieu se visitera bientôt virtuellement en 3D. Meur a annezad a zo hep pellgomz er mare-mañ e Brasparzh ha dizale e vo posubl gweladenniñ abati kozh beg Lokmaze e teir ment dre ur skramm.

Etre Brasparzh ha Brenniliz e oa bet troc'het ul linenn pellgomz e-kreiz miz Eost. Abaoe, en un dek kêriadenn bennak, n'ez eus na pellgomz nag internet en tiez rak n'ez eus deuet den ebet da gempenn an orjalennoù abaoe ar gwallzarvoud. Ur gudenn vras eo evit lod annezidi, ar re goshañ dreist-holl, hag o devez ezhomm da gaout liammoù gant o familh pe gant micherourien ar yec'hed evit gellet chom da vevañ en o zi e Menez Are. 

Un arload evit an abati

Emañ mignoned Abati Lokmaze o paouez krouiñ un arload evit an tablezennoù hag a sikouro a-benn nebeut da gompren istor ar savadur rivinet a weler e beg Lokmaze, e Plougonvelen. A-drugarez d'an dielloù eo deuet a-benn ur strollad tud youlek da adsevel e teir ment mogerioù an abati kozh, ar c'hloastr da skouer. Ar gelaouadenn en he fezh a vo da adkavout disul en abadenn Bali Breizh.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité