La 20ème édition du festival de radio "Longueur d'ondes" démarre aujourd'hui, à Brest. Et notez-le, Saint-Brieuc est la première ville à proposer un livret de famille trilingue. Berzh e ra gouel radio Brest ha kommañs a ra hiziv. Ha notennit an dra-mañ, kinniget vez gant kêr Sant-Brieg levrioù familh teiryezhek d'an annezidi.
Evit lidañ e zeiz ha bloaz e adkav "Longueur d'ondes" ar C'houartz. Abaoe an deroù, e 2003, eo deuet gouel ar radio da vezañ ul lec'h emgav gant micherourien ar radio da gentañ, met digor eo d'an dud vunut, eveljust. Gwelet en deus tamm ha tamm ar podkastoù o tont war wel : ur mod nevez da skignañ met ivez ur spered-all ha frammoù liesseurtoc'h. Ar gazetennerien brezel, ar feulster hag ar stourmoù benelour, kudennoù bras an ekologiezh... temoù sirius ha kriz a vo kinniget e program "Longueurs d'ondes". Met ne vo ket disoñjet ar spered gouel kennebeut. Digwener da noz e vo klevet da skouer Bête de grâce, ur strollad krouet a-ratozh gant pevar ezel eus Arte Radio, e sal ar Vauban. Ma fell deoc'h ober plijadur d'ho tivskouarn, kit da welet ar program klok war lec'hienn internet ar festival.
Ul levrig familh dibar
Biskoazh kement all ! Hiviziken vo roet e Sant-Brieg ul levrig familh teiryezhek d'an dud nevez dimezet pe d'ar re o deus bugale nevez ganet. Teiryezhek da laret eo galleg, brezhoneg ha galaoueg. Barzh un nebeut kêrioù evel Karaez vez roet pellig 'zo levrigoù familh divyezhek brezhoneg, galleg. Divyezhegezh glok eus ar golo d'ar munudoù, eus ar ganedigezh d'ar marv. Barzh hini Sant-Brieg ne vez ket troet kement a c'hêrioù met teiryezhek eo, da laret e vez roet e blas d'ar gallaoueg, yezh Breizh-Uhel. Un dra anat evit an dilennidi. Al levrig teiryezhek a vo roet d'an holl familhoù, ha n'eo ket d'ar re a c'houlenn nemetken. Tro 200 bugel a zo er skolioù divyezhek e Sant-Brieg. Ne vo ket roet ul levrig familh nevez d'an holl familhoù o deus unan unyezhek dija, met ur golo teiryezhek a c'hellont goulenn memestra.