Des cyclistes courageux qui pédalent pour le Téléthon dans le pays d'Iroise et une nouvelle série, Koumoul (nuages), qui veut rire de la mort, c'est le menu de votre édition en langue bretonne de ce jeudi 1er décembre. Er c'heleier e brezhoneg hiziv e vez heuliet ur strollad tud oc'h ober tro ar c'hanton e bro an Irwazh evit degas brud hag arc'hant d'an Téléthon. Ha dizoloet e vez ivez un heuliad nevez embannet war al lec'hienn france.tv : Koumoul.
Sport kengred ha nevezenti e bed ar c'hleweled e brezhoneg : temoù liesseurt a zo en Taol Lagad hiziv.
Pédaler pour la bonne cause / Troidikellat evit an Téléthon
25.000 kilometrad war varc'h-houarn, setu ar pal lakaet gant aozerien an Téléthon e Plougin, e hanternoz Penn-ar-Bed. Pep hini a ra e jeu en e gorn ha kas a reer an niver a gilometradoù ergerzhet bemdez a-benn tizhout ar sifr arouezius-se a-raok an dibenn-sizhun. D'ar merc'her 30 a viz Du e oa en em vodet ur strollad tud kalonek ha kengred evit lakaat ar c'hontoù da bignat e-doug ur mintinvezh.
E bro C'hall a-bezh e vo aozet an Téléthon d'an 2 ha 3 a viz Kerzu, evit rastellat moneiz evit arc'hantaouiñ an enklaskoù a-enep d'ar c'hleñvedoù genetek.
Une série pour rire de la mort / Koumoul, c'hoarzhin diwar goust ar marv
Ijinet en deus ar sevener Loïc le Moigne 25 filmig berr evit c'hoarzhin war dem ar marv. E-kreiz an heuliad "Koumoul", tudenn Nicole Colic, ur vaouez marvet 20 vloaz 'zo, hag a vez dibabet gant an Ankou evit degemer ar re varv. Tud liesseurt a erru eus an douar, hag istorioù pep hini a zo kement a zigarezioù da c'hoarzhin diwar-benn hor c'hevredigezh hag ar vuhez en deiz a hiziv.
Produet eo bet an heuliad "Koumoul" gant France 3 Breizh ha Tita productions ha kavet e vez abaoe ar c'hentañ a viz Du war al lec'hienn internet France.tv