Anavezet eo Denez da vezañ ur c'haner mil-vrudet. Ur barzh eo ivez. Sevel a ra gwerzioù abaoe pell, dija. Daou vloaz'zo en deus dastumet e varzhonegoù en ul levr, "Kañv" eus e anv... Enoriñ a raio saloñs al levrioù e Karaez en dibenn-sizhun kentañ. Ur sapre sakradur, mar zo unan !
Awenet eo ar c'haner hag ar barzh gant e yezh hag e zouar genidik.
Ganet eo Denez e Santeg, e-kichen Rosko er bloavezh 1966. Lec'h ma vez gouez an natur, gant ar mor o tirollañ alies... Brezhoneg a oa tu dezhañ klevout gant ar re gozh war bord an hent. Luskellet eo bet gant an avel ha sonerezh ar yezh e-pad e vugaleaj. "An dra-se en deus lakaet ac'hanon da garout ar brezhoneg ha va bro." Setu perak eo bet bamet ivez en ur glevout ar c'hoarezed Goazeg evit ar wech kentañ, pa oa yaouank.Er vro-mañ e vez kavet awen e-leizh evit skrivañ traoù, tresañ, ober fotoioù ha me oar-me. Breizh a zo ul lec'h er bed a lak an awen da strinkañ evel dour ur feunteun !
Splujañ a ra e bluennn e hentoù don e vro
"Evidon-me, difenn ar yezh hag an natur a zo daou dra heñvel, evel-just. N'eus ket moaien da zispartiañ anezho. Kaozeal brezhoneg en ur lec'h betonet, ne dalv ket tamm ebet ar boan evidon-me. D'am soñj, an natur, ar gwez, al loened ha pep tra hag a zo bev a zo liammet gant sevenadur ar vro. An daou a zo dimezet !" Hervezañ, klask a ra difenn mab-den ivez dre wareziñ an natur. "An natur a zo hor mamm deomp-ni, holl-ac'hanomp."
Awen ar gwerzioù
"Ar stumm da sevel gwerzioù a zo em c'hreiz din-me ! Sonioù ar gwerzioù a zo kaer-kenañ ; lod diouto a zo bet implijet gant ar veleien evit ar c'hantikoù. Ur varzhoniezh uhel-kenañ a zo er pozioù, evel traoù skrivet gant Shakespeare."Pa ‘m eus klevet ur werzenn evit ar wech-kentañ, on bet paket gant ur santimant "épiphanie", evel ma vichen bet dirak un dra bennak sakr, don-kenañ
Ne gaver an dra-se e neblec'h all ebet er bed. Ar gwerzioù a zeu deus pell-kenañ, deus ar pempvet kantved. "Int a zo gwrizioù al lennegezh en Europa, ha stivell ar romantism."
Gwerzioù, evel ar re a zo bet lakaet e-barzh ur c'haier gant e vamm-gozh gwechall, o deus maget ar c'haner hag ar barzh. Entanet eo bet atav gant ar youl da dreuskas an teñzor-se, met c'hoant en doa da grouiñ ivez e werzioù dezhañ evit mont pelloc'h.
Abaoe 30 vloaz n'en deus ket paouezet da ganañ gwerzioù, ar re gozh hag ar re savet gantañ e-unan. Maget o deus ar barzh a skriv e varzhonegoù gant eizh ton, en oktosilabennoù, war darvoudoù gwechall pe a-vremañ.
Ar barzh a zo deuet da vezañ ur stourmer
Ar bed n'eo ket ur park gant mais transjenik heñvel toud an eil ouzh egile. Evidon-me, ar bed a zo ul liorzh gant bleunioù disheñvel ha Breizh a zo unan diouto
Daou levr a zo bet skrivet gantañ evit poent. En e levr barzhonegoù, Kañv, embannet e 2018 gant Skol Vreizh, en deus Denez skrivet war ar yezh, an natur, hag an traoù a ya da get... "Dispriziet omp bet da-geñver ar yezh ! Ha nebeutoc'h a dud a chom war ar maez. Kêriadennoù a zo evel kêrioù-tasmant".
Livet e du emañ lod eus e varzhonegoù, ken diaes eo evit ar barzh gwelout tout ar bed-se o tont da vezañ bresk. Met spi a chom memestra en e oberenn. Evitañ eo ret gwareziñ an natur. A-enep an OGM en deus skrivet da skouer, e varzhoneg "Geotenn ar marv" :
"Saotret o deus dour ar stivell
Cheñchet o deus tu an avel
Gwannaet 'deus sklaerder an heol
Skuizhet an douar, breinet ar jol...
Deu't eo an amzer da geuziañ
Rak an eost-se ar gwashañ
Ar gwashañ hini'tre an holl
Den ne raio gouel'met an Diao'l
'Met an Diao'l hag e vevelien :
Ar varc'hadourien OGM."
War tachennoù all e stourm ar barzh. Dreist-holl evit gwirioù mab-den, diwar-benn muntriaj pobl Bro Dibet, da skouer, pe al louvigezh e Bro Filipin.
Ar chas ruz
"Menec'h ar vro 'zo bet bac'het
Boureviet ha drouklazhet
Menec'h ar vro a zo marvet
Ha setu ar bed 'vont da get..."
Rakskrivet eo bet gant Yann-Bêr Piriou : "N'eus barzhoniaj ebet amañ met barzhoniezh gwirion ha diabarzhoniezh zoken. Savet eo diwar an ene-se a gavomp betek e-kreiz anv an oberour." Hag "Ober a reomp anaoudegezh gant stumm ar gerioù skrivet. Dibabet int bet evel perlez pe diamantoù."
Pe c'hoazh, "Awalc'h e vo dezho, neuze, follennatañ al levr evit klevout ar vouezh bamus-se o sevel enno hag o tasseniñ don."
Lod eus ar barzhonegoù-se a vez kavet gwisket gant muzik en e bladennoù hag ar re n'int ket bet c'hoazh a vo lakaet war e bladenn a zeu evel "Pennoù Kelc'hiet" da skouer.
Ha troet int bet e galleg en teskad-se.
Nevezig 'zo eo bet embannet al levr "Ôwen et les Sept Cauchemars" gant Ouest-France, ul labour an hini eo, en doa kroget gant e wreg Stéphanie, bloavezhioù'zo. Ur gontadenn voliac'hel eo, skrivet e galleg, evit kizidikaat ar re yaouank d'ar bed bresk-se. An holl dud a zo atav o redek evit kaout muioc'h a draoù. Pouezus eo evit Denez lakaat ar rummadoù yaouank da zoujañ ouzh ar bodoù bev. Ret eo chom aketus da-geñver dazont ar bed, hervezañ.
Un danevell deskoni eo ar skrid-mañ, evit ar re yaouank hag ar re goshoc'h. Burzhudus, mojennel ha fentus eo. 60 tresadenn orin a gaver e-barzh, graet gant Denez penn-da-benn. Un arzour klok an hini eo !
Raktresoù all a zo gantañ : un dastumadeg a-bouez a 136 gwerzenn a vo troet e galleg ha lakaet en ul levr. Profitet en deus eus mare ar c'henfinañ evit kregiñ gant ar mell labour-se.
Disadorn kentañ, goude lein, e vo kinniget gantañ sinañ e levrioù ; diouzh ar mintin e vo digoradur ar saloñs.
E 2016 en deus resevet ar Priz Imram evit e oberennoù.