Sur décision des Talibans, Mortaza Bebhoudi, journaliste afghan, est emprisonné dans son pays depuis le 7 janvier. A Douarnenez, la mobilisation s'organise. An Taol Lagad a également rendu visite à la nouvelle équipe de la maison d'édition Keit vimp bev. Gant an Talibaned eo bet bac'het Mortaza Bebhoudi, kazetenner eus Afghanistan, dibaoue ar 7 a viz genver. Savet vez o mouez gant tud e Douarnenez da sikour anezhañ. Ur skipailh nevez zo e Keit vimp bev, bet omp da welet anezhañ.
Kengred gant Mortaza Bebhoudi
Mortaza Bebhoudi, kazetenner eus Afghanistan, zo bac'het dibaoue ar 7 a viz genver en e vro. Rebechet vez dezhañ gant an Dalibaned bezañ ur spier. Ur sinadeg en linenn zo bet lañset gant Kelaouennerien Hep Harzoù. Tud kêr Douarnenez, lec'h m'eo boaz da zont da ginnig e deulfilmoù, a fell dezho sikour anezhañ ivez.
Ya ! Ur skipailh nevez
Pennoù nevez zo e ti-embann Keit vimp bev, staliet e Laz, dibaoue ar bloavezhioù 1980. Ur skipailh tud yaouank zo d'ober war-dro ar gazetenn sizhuniek nemeti e brezhoneg Ya ! Ekologiezh, stourmoù sokial, minorelezhioù, sed amañ temoù pennañ al linenn stur. Ouzhpenn ar gazetenn e vez fardet teir c'helaouenn evit ar re yaouankañ : Louarnig, Rouzig ha Toutouig. Bet eo An Taol Lagad d'ober anaoudegezh gant ar skipailh nevez.