Votre édition An Taol Lagad revient sur la manifestation de parents d’élèves et de syndicats d’enseignants hier devant l’Inspection Académique du Finistère à Quimper. Nous nous intéressons ensuite à l'attentat de Roc'h Trédudon, survenu il y a 50 ans jour pour jour. Mont a raimp da gentañ da Gemper, lec'h ma 'z eus bet aozet ur vanifestadeg dirak an ensellerezh akademiezh gant kerent ha sindikadoù skolaerien. Da c'houde vo lakaet ar gaoz ganeomp war gwalldaol Roc'h Tredudon c'hoarvezhet 50 vloaz'zo.
Ouzhpenn 200 den a zo deuet da vanifestiñ dirak ensellerezh akademiezh Kemper d'ar meurzh 13 a viz C'hwevrer 2024. Kerent ha sindikadoù skolaerien a zo fuloret goude embann ar gartenn skol nevez. E leiz a glasoù o deus da serriñ a-benn an distro-skol o tont e Penn-ar-Bed.
Deiz-ha-bloaz gwalldaol Roc'h Tredudon
Ar 14 a viz C'hwevrer 1974 en doa an FLB lakaet da darzhañ kargoù evit diskarrañ ar peul a skigne ar skinoù skinwell er Roc'h Tredudon, er menezioù Are. An Taol Lagad a glask kompren petra a chom hiziv an deiz deus ar gwalldaol arouezel-se.