Malgré la loi Molac, une centaine de communes bretonnes refusent de payer le forfait scolaire à l'association Diwan Breizh, pour les enfants de ces communes scolarisés à Diwan dans une commune voisine. Daoust d'al lezenn Molac ne fell ket d'ur c'hant parrez bennak paeañ da Ziwan ar skodenn-skol dleet.
Unan ouzhpenn !
Manifestet eo bet dec'h adarre e Breizh a-enep reform ar retredoù. Nebeutoc'h a dud zo bet 'barzh ar straedoù, met mennet oant atav. Gortoz a reont e c'hellfe kannaded Bro Frañs votiñ al lezenn Liot war al leveoù da vont a-enep hini ar gouarnamant Borne warc'hoazh.
Cheu zo war ar skodenn-skol
Daou vloaz 'zo eo bet votet al lezenn Molac. Lakaat a ra houmañ ar c'humunioù da baeañ ur skodenn-skol da Ziwan pa ne vez ket kinniget ganto un hentenn divyezhek. Rankout a ra neuze bugale ar barrez mont 'barzh ur barrez all da c'hellet deskiñ e brezhoneg. Hervez al lezenn e rank ar prefedtioù bountañ war ar parrezioù evit ma baefent ar skodenn.