Hoc’h abadennoù e brezhoneg a gendalc’h e-pad an hañv !

Ar bloaz-mañ c'hoazh e kinnig deoc’h France 3 Breizh programmoù e brezhoneg a-hed an hañv.
Bep Sadorn vintin, adkavit tresadennoù-bev leun a fent hag a startijenn ha just war-lerc’h, an abadenn Bali Breizh. Emañ ar skipailh o pourmen etre aod an Emrodez hag hini ar Pentevr. 
 

Garfield e brezhoneg mar plij !


D’ar Sadorn, adalek 10e20 e vo kinniget d’ar vugale adkavout troioù-kaer Garfield, ar c’hazh orañjez hollvrudet, gant bandennoù du ha kofet mat, hag e brezhoneg !
Lezirek, lipous, grignous, fin-tre, re marteze ha prest d’ober n’eus forzh petra evit dont a-benn da gaout ar pezh en deus c’hoant, dreist-holl pa vez kaoz eus boued.

Plijadur vo !

 
Garfield



Bali Breizh : ar mareoù gwellañ !

Manket ho peus abadennoù, teulfilmoù pe filmoù faltazi zo, c’hoant ho peus adwelet lod all ? Skipailh Bali Breizh a ginnig deoc’h sellout ouzh mareoù gwellañ an abadennoù filmet mod nevez abaoe penn-kentañ 2020, da lavaret eo, abadennoù en diavaez.

Evit en ober, e kendalc’h Goulwena an Henaff, Yann-Herle Gourves
ha Thelo Mell da foetañ bro.
E-pad an hañv e vint o pourmen kostez Dinan, Erge-ar-Mor hag ur bern lec’hioù all a vo tu deoc’h dizoloiñ
da 10e45 bep Sadorn.


 
Lann Vraz



Vos émissions en langue bretonne continuent cet été !

Cette année encore, France 3 Bretagne vous propose des programmes en breton durant la saison estivale.
Chaque samedi retrouvez d'abord des dessins animés puis le magazine Bali Breizh. Cet été, l'équipe sillonne la côte d’Emeraude et la côte de Penthièvre.

Garfield en breton s’il vous plaît !

Retrouvez les aventures, en breton, du célèbre Garfield, le chat orange à rayures noires et aux formes généreuses.
Il est paresseux, gourmand, grognon, sûr de lui, râleur, très malin (trop ?) et prêt à tout pour arriver à ses fins, surtout quand il s’agit de passer à table !
De bons moments en perspective à partager en famille ! Rendez-vous les samedis à 10h20.
 
Garfield : pa vez logod en ti

 

Bali Breizh : les meilleurs moments de l’émission !

Vous avez manqué des émissions, des documentaires, une fiction ; vous souhaitez en revoir d’autres ?
L’équipe de Bali Breizh vous propose de regarder une sélection des meilleurs moments des émissions filmées en extérieur depuis le début de l’année.

Pour ce faire, Goulwena an Henaff, Yann-Herle Gourves et Thelo Mell continuent à parcourir la Bretagne.
Durant l’été, ils se promènent du côté de Dinan, Erquy et bien d’autres lieux à découvrir chaque samedi à 10h45.
 
 
Bali Breizh an hañv


 
Poursuivre votre lecture sur ces sujets
culture bretonne culture culture régionale c'est l'été loisirs sorties et loisirs jeunesse société famille