Aet eo d’an Anaon unan eus mouezhioù bras hor bro. Louise Ebrel he doa kanet gant Denez Prigent, Ifig Flatres, pe c’hoazh gant ar Ramoneurs de Menhirs. Merket he deus ar re o doa bet ar chañs da anavezout anezhi.
Ganet e oa Louise e Trevrin, e bro Fisel, e 1932. Bepred he deus kanet. Netra natureloc’h evit merc’h Eugenie Goadeg ha Job Ebrel, kanerien an daou anezho. Mamm Louise hag he c’hoarezed a zo bet mouezhioù anavezet-meurbet er bloavezhioù 50 ha 60, pa oa bet adlañset ar festoù-noz. E Kreiz-Breizh, evel-just, met pelloc’h ivez. Pedet e oaint da ganañ e Kerne-Uhel da skouer, pe gant kelc’h-keltiek Karaez. Hag evel-just o doa graet berzh bras er sal Bobino, e Pariz, e 1973.
Job Ebrel, eus e du, a oa hervez Louise anavezet evit kaout ur vouezh kreñv. Setu perak e veze pedet da ganañ evit euredoù ar vro. A-wechoù en doa da vont war droad betek Rostrenen evit en ober. Ugent kilometr war-droad !
Ganet gant ar brezhoneg hag ur vuhez o labourat
Ganet e oa Louise gant ar brezhoneg. Ar yezh nemeti eo he deus komzet betek mont d’ar skol da c’hwec’h vloaz. D’ar c’houlz-se e oa c’hoazh eus ar simbol er skol, ha rediet e oa ar vugale da gomz e galleg. Er gêr avat, e kendalc’he Louise da gomz ha da ganañ e brezhoneg. Hag a-drugarez d’ar veleien ha d’ar c’hentelioù katekiz, e tesk skrivañ ha lenn brezhoneg, ar pezh na oa nemet ur yezh komzet eviti. Dre ar galleg he deus tro da zizoleiñ kanerezed ha kanerien a blije kalz dezhi : Piaf, Brassens, Luis Mariano… Plijout a rae da Louise kanañ gwech an amzer en euredoù, met ne bigno ket war al leurenn a-raok pell.Da 24 vloaz, en em gav intañvez gant teir merc’h da vagañ. Stagañ a ra neuze gant ur vuhez labour. Labourat a ra en atantoù, da sachañ-maez betarabez ha pato. Er pretioù e labour ivez. Kuitaat a ra Karaez evit mont da labourat evel servijourez, e-pad 20 vloaz, e Kemper. E Kemper eo ivez e labour evit ar stal Bonneterie d’Armor. E 1982 ez a Louise war he leve. Ha kuitaat a ra Kemper evit mont da vevañ e Loktudi, parrez he gwaz Albert. Ur vuhez nevez a grog eviti.
Al leurenn, a-benn ar fin
Louise a zo atav ken entanet gant ar c’han e brezhoneg ha sevenadur he bro. Mont a ra da zañsal er Gelveneg bep Merc’her. Pedet eo ivez alies gant « Emglev ar Vro Vigoudenn » da ganañ e festoù-noz ar vro. Met goude un emgav gant Denez Prigent eo e krog da vat he buhez kanerez. E penn-kentañ ar bloavezhioù 90 emañ Denez war al leurenn e Run ar Puñs evit ur sonadeg en enor d’ar c’hoarezed Goadeg. Mont a ra Louise da welout anezhañ. Denez a ginnig dezhi pignat war al leurenn gantañ evit kanañ un ton. Ha setu kroget an istor. Padout a raio an istor-se 17 vloaz. Asambles e pignont war al leurenn en Alamagn, e Belgia, Korsika, bro Reunion… Festivalioù ivez, pe c’hoazh abadennoù skinwel.Niverus eo ar raktresoù evit Louise adalek ar mare-se. Kanañ a ra gant an holl pe dost : Ifig Flatres, adalek 1996, Yann-Fañch Kemener, ar strolladoù Dremmwel ha Red Cardell, he c’henitervez-vihan Annie Ebrel, pe c’hoazh The Celtic Social Club e festival an Erer Kozh.
Un nebeud pladennoù a embann ivez. Unan gant he mamm Eugenie Goadeg, e 1994, enroladenn ziwezhañ Eugenie, anvet « Gwrizioù ». Unan gant he c’homper Ifig Flatres e 2004, « Tre Tavrin ha Sant Voran ». Hag unan dindan he anv, e 2010, « Me Zad Me Mamm ».
Louise hag ar bunked
Un emgav all a ro brud dezhi. E 2006 e c'houlenn he mignoned Eric Gorce ha Richard Bevillon ganti dont da ganañ gant ur strollad emaint o krouiñ gant Loran Beru. Pa ne fell ket dezhi e penn-kentañ, eo kendrec’het a-benn ar fin o welout ur mor a dud en Oriant. Ganet eo ar strollad Les Ramoneurs de Menhirs. Ha berzh a ra ! Enrollañ a ra tonioù war holl pladennoù ar strollad ha pignat a ra ganto war al leurenn evit sonadegoù dichadennet.Ur vuhez dreistordinal he deus bet Louise. Tu zo deoc’h deskiñ hiroc’h diwar he fenn en abadenn Rod Trip a oa bet enrollet ganti un nebeud bloavezhioù zo.
Trugarez Louise ha kenavo.