Marie Kerjean zo matematikourez, karget a enklaskoù er CNRS. Roet e oa bet dezhi ar priz “Jeunes Talents“ evit he labour dibar, ha kement ha reiñ fiziañs d’ar merc’hed yaouank er skiantoù.
Desket he doa ar matematikoù e brezhoneg betek he zriwec’h vloaz : kentañ derez e Landerne, skolaj er Releg ha lise e Karaez. Ur c’hoari e oa ar matematikoù eviti. Goude e oa aet d’ober ar skol brientiñ Louis Le Grand e Pariz, an ENS e Lyon, da zont da vezañ enklaskerez e matematikoù.
Ma ‘z eus kement a verc’hed hag a baotred e klasoù termen skiantel, n’eo ket gwir ken a feur ma ‘z a ar studioù skiantel war-raok : en ENS Lyon e oa Marie Kerjean e-touez ar pemp plac’h yaouank nemetken diwar ur c’hlasad daou-ugent skoliad.
Da vroudañ ar merc’hed da vont war hent ar skiantoù eo e oa bet krouet ur priz evit ar merc’hed donezonet evit ar skiantoù gant L’Oréal-Unesco. Marie Kerjean he doa bet ar priz-mañ e miz Here 2019, d’he 29 bloaz, evit hec’h enklaskoù e matematikoù hag urzhiataerezh. 35 plac’h yaouank o doa bet ar priz-mañ ar bloavezh-se diwar ouzhpenn 800 war ar renk. Souezhet e oa bet Marie Kerjean o kaout ar priz-mañ peogwir eo diaes awalc’h reiñ da gompren petra eo he labour.
"Me ‘meus ur vicher dudius kenañ, gwellañ micher ar bed eo !"
Goude meur a gontrad enklaskerezh he deus bet Marie Kerjean ur post enklaskerez hir dermen er CNRS, LIPN, Skol-Veur Pariz Sorbonne Norzh. Ur chañs eo kaout ur seurt post didermen pa vez muioc’h mui a gefredioù daou pe dri bloavezh en enklaskerezh skiantel ha pa vez bountet an enklaskerien da gaout disoc’hoù buan, ur gwask hag a c'hell tennañ ar blijadur da glask. Hi he deus amzer da glask, da c’hellet faziañ, ha da gaout disoc’hoù.
Labourat a ra war dachenn ar poell, al lojik, liammet gant ar matematikoù hag an urziataerezh. Liammañ ‘ra matematikoù ar fizik ha matematikoù an urzhiataerezh, kement ha gwiriañ ar programmiñ, kompren penaos ez a an urzhiataerezh en-dro ha pinvidikaat ar programmiñ. Gant milionoù a linennoù kodoù e vez lakaet ur c’harr-nij da nijal, met ezhomm zo da brouiñ ez eus bet graet pezh a oa ret. Setu pezh a ra Marie Kerjan : studiañ ar programmiñ, da lavaret eo tout al labour da vezañ kaset da benn gant an urzhiataer, war un tamm paper. Klask a ra gouzout petra eo ur programm, pezh zo tu d’an urzhiataer da jediñ ha pezh n’eus ket, penaos ha pegen buan. Teoriezh eo, urzhiataerezh teorikel.
Urzhiataerezh zo dre-holl hiziv. Un dachenn nevez-kenañ eo. Krouet e vez teoremoù nevez, matematikoù nevez evit an urzhiataerezh. Ur bern traoù a chom da gaout, ha seul vuioc’h ez a war-raok, seul vuioc’h a c’houlennoù zo. Gant an urzhiataerezh e teu goulennoù nevez a bouez. “Goulennoù nevez, luziet ha dedennus kenañ ! Birvidik eo ar bed-mañ.”
Marie Kerjean he deus c’hoant da vroudañ ar merc’hed yaouank da vont war-zu ar skiantoù ha pell, da gaout fiziañs enno. A bouez eo o defe ar merc’hed yaouank skouerioù emezi, evel Laure Saint-Raymond eviti. A-bouez eo ivez kejañ gant merc’hed all. Bed ar matematikoù pe an urzhiataerezh n’eo ket miret d’ar baotred.
Aterset e oa bet Marie Kerjean gant Goulwena an Henaff e Brignogan.