Na petra ‘ta : Anna Vreizh ha kastell an duged e Naoned / Anne de Bretagne et le château des ducs à Nantes.

Erell ha Tudu ha lakao ar gaoz war Anna Vreizh. Perak eo ken tomm ar vretoned outi hiziv c’hoazh ? Setu ar pezh a vo klasket kompren a-drugarez d’an enklask renet e Naoned. Erell et Tudu cherchent à comprendre qui était Anne de Bretagne. Direction Nantes.

Anna Vreizh, un dugez, ur briñsez ha bet rouanez Bro-C'hall div wech zoken, an hini nemeti. Tudu az a da Naoned, Kêrbenn Breizh, ma ‘z eo bet ganet ar rouanez da zont e 1477, e Kastell Duged Breizh. Savet e oa bet ar c’hastell gant tad Anna Vreizh, Frañsez II, e plas ar c’hastell-kreñv a oa a-raok. Aze e oa staliet gouarnamant ar vro.

Ur vuhez start

Da 11 vloaz en em gavas Anna Dugez Breizh pa varvas e dad. Daoust dezhi bezañ dugez he deus ranket gouzañv ur vuhez start. Evel ma c’hoarveze alies d’an noblañs d’ar mare-se e oa bet dimezet yaouank-tre. Ar re a rae war he zro a zimezas anezhi da v/Maximilien Ier a Aostria, un enebour da roue Frañs hep goulenn hec’h ali ganti. 13 vloaz e oa Anna.

An dra-se na blijas ket tamm ebet da Charlez VIII, roue Bro-C'hall, hag a ginnigas drastañ ar vro ma ne vefe ket torret an dimeziñ. Goulenn a reas groñs bezañ dimezet gant Anna. Ha setu hi deuet da vezañ rouanez Bro-C’hall, ha roue Bro-C’hall da vezañ dug Breizh war ar memes tro e 1491. Ranket he deus Anna dilezel Breizh d’ar mare-se. Pa oa bet dimezet e oa bet divizet e rankfe Anna dimeziñ en-dro d’ar roue nevez ma varfe Charlez hep mab ebet. Un doare d’ar rouantelezh derc’hel he c'hrabanoù war Vreizh.

Marvet Charlez, mab ebet, ha setu Anna Vreizh da zimeziñ da Loeiz XII e 1499. Hi rouanez Frañs evit an eil gwech.

Met cheñchamantoù a zo bet an taol-mañ ha deuet eo a-benn Anna da adtapout he galloud war Vreizh ha distreiñ a rae aliesoc’h da Naoned.

Karantez Anna Vreizh evit he fobl

Plijet-tre oa Anna Vreizh oc’h em gavout gant he fobl. E 1505 he doa graet tro Breizh. Roudoù a chom eus ar veaj-se : hiziv c’hoazh e chom tiez anvet Ti Anna Vreizh peogwir e oa chomet enno da gousket e-kerzh he beaj.

Emañ hi unan eus tudennoù brudetañ ha karetañ Breizh. Lod a lâr he deus graet he seizh gwellañ evit gwareziñ ar Vretoned ha lod all a  lâr he deus gwerzhet he bro. Met diskouezet he deus nerzh e-barzh ur bed renet gant paotred.

A-raok mervel e 1514 e c’houlennas e tistrofe he c’halon da Vreizh da vezañ lakaet e-kichen bez he zud e Naoned.

 

Et en français...

Anne de Bretagne, duchesse, princese et reine de France, deux fois même, une exception. Tudu part à Nantes, capitale de la Bretagne, où est née la future reine en 1477, au château des ducs. Il avait été construit par le père d’Anne de Bretagne, François II, à la place de l’ancien château fort. C’est là qu’était installé le gouvernement du pays.

Une vie rude

À onze ans, Anne devient duchesse de Bretagne à la mort de son père. Malgré son titre, elle dut supporter une vie très dure. Comme cela arrivait souvent dans la noblesse à cette époque, les personnes qui s’occupaient d’elle la marièrent très jeune, à  treize ans, à Maximilien 1er d’Autriche, ennemi du roi de France.

Ce mariage ne plut pas du tout à Charles VIII, roi de France, qui menaça de détruire la Bretagne si ce mariage n’était pas annulé. Il exigea également d’épouser Anne. Et la voilà reine de France et le roi de France, duc de Bretagne par la même occasion en 1491.
Anne dut quitter la Bretagne à cette époque. Au moment du mariage, il fut décidé qu’Anne devrait de nouveau se marier au prochain roi si Charles VIII venait à mourir sans fils. Une façon de garder le contrôle de la Bretagne.

Charles VIII mourut sans fils et Anne dut se marier à Louis XII en 1499. La voici donc reine pour la deuxième fois. Mais il y eut des changements et elle parvint cette fois à retrouver le contrôle de la Bretagne et à revenir souvent à Nantes.

Anne de Bretagne et les Bretons

Anne de Bretagne aimait beaucoup rencontrer son peuple. En 1505, elle entama même un tour de Bretagne. On trouve toujours des traces de ce voyage : des maisons où elle dormit durant ce périple continuent de porter la mention « Ti Anna Vreizh » (la maison d’Anne de Bretagne).

Elle est l’une des personnalités les plus célèbres et les plus aimées de Bretagne. Certains disent qu’elle a protégé les Bretons, d’autres estiment qu’elle a vendu son pays. Mais elle a fait preuve de volonté dans un monde dirigé par les hommes.

Avant de mourir en 1514 loin de sa Bretagne, elle demanda que son cœur revienne dans son pays et soit disposé près de la tombe de ses parents à Nantes.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité