Liesaat an difioù na zisplij ket da Lou, kenrenerez Radio Kerne. Ur radio staliet e Penn-ar-Bed ha 100% e brezhoneg, hollvrudet evit e brogrammadur sonerezh liesseurt, en deus divizet krouiñ un astenn e Naoned.
N’eo ket alies e c’heller bevañ ganedigezh ur radio.
Ar chañs-se hor bo a-drugarez da Anne Gouerou ha Kenan an Habask, daou sevener hag o deus heuliet an avantur-se, adalek 2018 ha muioc’h c’hoazh abaoe lañs ar Radio Niverel Douarel e Naoned e 2019.
E penn Lou Millour eo diwanet ar mennozh da ziorren ur radio e brezhoneg penn-da-benn e Bro-Naoned.
Kenlabourat a ra Radio Kerne-Naoned, meret gant an Naonedad Melaine Looten, gant radio Kerne Ploneiz.
An heuliad teulfilmoù-mañ a ziskouez an energiezh a zo bet plantet e-barzh ar raktres hep disoñjal an taolioù diaes en ur veurgêr m’eo izel c’hoazh bezañs ar brezhoneg.
Radio Naoned, pebezh abadenn a ginnig bevañ ar raktres-kevredigezhel-dibar-se, dre soubidigezh, en un heuliad seizh teulfilmig da sellet e-barzh abadenn Bali Breizh, d’ar Sul vintin war France 3 Breizh.