Ampellet eo bet ar Redadeg da 2021. Kement-all evit Tro Menez-Are pe ar Randorade raktreset e miz Mae. An darvoudoù-mañ a gas arc'hant d'ar skolioù Diwan bep bloaz. Berr e vo an arc’hant ar bloaz-mañ abalamour d’ar c’hleñved-red.
Tro-Menez Are ? 20 000 euro da skol Diwan Kommanna. Foar Bio Landerne ? 20 000 euro da hini Landerne. Ar Randorade ? Etre 10 000 ha 15 000 euro evit skol Diwan Brest. Bep bloaz e tegas an darvoudoù-mañ arc’hant d’ar skolioù Diwan. Holl int bet nullet pe ampellet da 2021 abalamour d’ar c’horonavirus.
Darvoudoù mil-bouezus evit mont en-dro ar skolioù
Ur c'holl eo evit kefioù Kevredigezhioù Deskadurezh Pobl (da lâret eo kevredigezhioù kerent ar vugale) ar skolioù Diwan. Sikour a ra ar c'hefioù-se da c'hoprañ an implijidi ha n’int skolaerien da skouer : tud ar c’hantin, an naetaat, gwazourien arbennik ar skolioù-mamm (Asemed)…
"Ar Randorade n’emañ ket en arvar, a lavar Mathieu Gigou kenbrezidant an darvourd, an teñzorerezh hon eus da gas an degouezh da benn en-dro a-benn ar bloaz a zeu". O soñj emañ an aozerien lakaat e plas un dro-vale vihan ivez a-benn miz Du e Brest, da vare ar gouel bras Deus’ta. Zoken ma ‘z eo anat ne zegaso ket kement a arc’hant d’ar skol hag an hini a veze dalc’het e deroù an hañv. Ar spi a zo dreist-holl gant kerent skol Diwan Brest e vo deus Deus’ta e miz Du. Ar festival-se en deus ur sapre pouez a-fed arc’hant evit mont en-dro skol Vrest.
Dre vras e vo berr an arc'hant evit Diwan. Digoust eo an deskadurezh evit ar familhoù met ar skolioù n'int ket publik. Setu ma 'z int start da arc'hantaouiñ. Dibaoe deroù ar gevredigezh, ouzhpenn daou-ugent vloaz 'zo, e za ar rouedad en-dro evit ul lodenn vat a-drugarez d’an arc’hant a vez gounezet diwar darvoudoù a-bep seurt aozet gant ar gerent ha tud a-youl-vat : festoù-noz, kermesoù, troioù-bale, ar Redadeg… Pe gwerzhadegoù, krampouezh da skouer, e-pad gouelioù evel hini ar sonerezh d'an 21 a viz Even. "2000 pe 3000 euro a c’heller daspugn gant seurt degouezhioù", a zispleg Mathieu Gigou. Diaes eo ijinañ ar c'holl evit an holl skolioù. Met un dra a zo sur : bras e vo.
Gwall-bounner ar c'holloù
Ouzhpenn 5 milion euro eo budjed Diwan bep bloaz, an darn vrasañ a ya da baeañ ar goproù. Diwar 400 den o labourat er rouedad e vez gopret an hanter gant an Deskadurezh Stad hag an hanter all gant ar gevredigezh. Evit ar mare, n’eo ket gouest Diwan d'ober ar sammad deus ar pezh a vanko e fin ar bloaz, da bep skol ha d’ar rouedad en e bezh. Dreist-holl pa ne ouezer ket betek pegoulz e vo difennet aozañ darvoudoù.
Ar Redadeg a zegas 65 000 euro bep daou vloaz da zDiwan. "Ar pezh a zo kalz hag ar pezh a vanko" eme Anna-Vari Chapalain, kenrenerez Diwan. Ar bloaz-mañ e oa gortozet tro 140 000 euro ivez digant ar skolioù da lakat ar rouedad da vont en-dro. "Ne vint ket gouest da gas an arc’hant-se kennebeut, rak ur bern traoù a vo nullet war an dachenn", a zispleg ar genrenerez. Ha kolloù all a vo c’hoazh.
Frejoù a chomo war gont Diwan
En eil derez, da skouer, e-touez ar skolajidi hag al liseidi, ez eus kalz a ziabarzhidi ha serret eo ar c’houskvaoù dibaoe kreiz miz Meurzh. "Ne vo ket fakturennet an dra-se d’ar familhoù. Met memestra ez eus tud da baeañ, ar gasourien da skouer. Zoken ma vezont lakaet dilabour darnamzer e chomo ul lodenn deus o gopr da baeañ". Hag evel en holl frammoù, ne oar ket ar gevredigezh en un doare resis penaos e vo lakaet e plas al labour darnamzer embannet gant ar gouarnamant. Ne oar ket kennebeut ma vo tu nullañ an holl feurmoù evit ar savadurioù.
Degas a ra da soñj ivez ez eus chomet digor un nebeut skolioù da zegemer bugale an dud a yec’hed er sizhunvezhioù diwezhañ. Spi he deus e tegaso ar prantad diaes-mañ preder war dazont Diwan, hag a stourm dibaoe bloavezhioù da gaout ur statud publik. "Ur gwir servij publik e brezhoneg omp ni, ur skol laik ha digoust, emichañs e tiskouezo an diaesterioù-se, ma ne oa ket anat betek-henn, e vefe mat deomp mont war-zu ur statud un tamm gwelloc’h", a lavar Anna-Vari Chapalain.Sur a-walc’h e vo savet goulennoù yalc’hadoù digant ar strollegezhioù lec’hel, departamantoù ha rannvro. Rak ur foñs a zo bet lakaet e plas evit skoazell ar c’hevredigezhioù. Met evit sevel ar goulenn e rankomp gouzout peseurt sammad, ar pezh ne ouezomp ket c’hoazh, a gont Anna-Vari Chapalan.