En destenn-se e c’houlenne digant ar Vretoned m’o doa graet an dibaboù mat evit ar vro abaoe an Eil Brezel bed. "An dud o deus klasket dont da vezañ ur vro modern, buan-ha-buan. Met daoust ha n’omp ket bet re vuan, emezañ c’hoazh. Daoust hag omp bet gouest da resev evidomp ar pezh a zo deuet eus an diavaez ha d’ober un dra bennak evidomp gant an dra-se ha daoust ha n’hon eus ket kollet kalz traoù."
Soñjal a rae ar beleg er brezhoneg, e yezh-vamm, met ivez er sevenadur dre vras, hag e arouezioù evel ar gwele-kloz, taolet a gantadoù d’ar boubelenn e-kerz ar bloavezhioù 50 ha 60.
Evit Arnaud Elegoet, prezidant an ti-embann Bannoù-heol, eo modern kenañ c’hoazh Ar marc’h dall, an destenn kement hag ar sonerezh. “Daoust m’eo bet skrivet an destenn daou-ugent vloaz ‘zo eo gwir atav ar pezh en doa skrivet, da lavaret eo : daoust hag e vo saveteet hor sevenadur, hor yezh. Hag ar pezh en deus skrivet a dalv ivez evit holl yezhoù ar bed a-benn ar fin, peogwir ez eus ur bern yezhoù a zo en arvar hag ur bern sevenadurioù ivez. Gwir eo evit ar blanedenn a-bezh d’am soñj. ”
Reportage An Taol Lagad Ar marc'h Dall
Laz-seniñ simfonek Sofia
Aet eo an embanner hag ijinour ar son da enrollañ tonioù sonerezh ar bladenn nevez-se e Sofia, e Bulgaria, e miz Eost. Skipailh Bannoù-heol en deus labouret dija gant ul laz-seniñ sinfonek eno evit ar bladenn Kan ar Bed, embannet e 2018.Un tammig daleet eo bet ar raktres abalamour d’ar c’hleñved-red met lañset mat eo bremañ. Abaoe miz Gwengolo eo kroget enrolladenn ar mouezhioù, a-bouez kenañ en oberenn evit lakaat an destenn war-wel. Asantet o deus izili ar strollad Allah’s kanañ da labourat en-dro asambles evit ar raktres-se.
An destenn e-kreiz an oberenn
"An oberenn a zo da gentañ tout testenn Job an Irien, hag ar mouezhioù a zougen an destenn, eme Maela Kloareg unan eus ar c’hanerezed. War ar c’homzoù e soñj din eo politikel kenañ an destenn. Santet e vez emañ e istor Breizh ar bloavezhioù 1970/1980, met modern kenañ e chom an destenn, pa soñjer e traoù a c’hoarvez hiziv war ar sevenadur, met ivez war ar gouennelouriezh, pe c’hoazh identelezh an dud heñvelreizh, pe c’hoazh gwirioù ar merc’hed. Hollvedel eo en ur mod."Bet omp bet da welet Job an Irien da eskemm gantañ diwar-benn an oberenn. "Goulennet eo bet diganin daoust hag em boa c'hoant da cheñch ur ger bennak en destenn. Lavaret em eus nann... gwir eo c'hoazh".
durée de la vidéo: 08 min 13
Interview Job an Irien - Ar Marc'h Dall