Bachelouriezh. Gant ar priziañ a-hed ar bloaz, o deus liseidi Diwan tremenet an holl arnodennoù e brezhoneg

Pell 'zo e c’houlennont tremen ar bak matematik e brezhoneg. Nullet eo bet an arnodennoù dre-skrid abalamour d’ar c’hovid-19, setu ma ‘z int bet priziet en o yezh war an holl zanvezioù. Met war evezh e chomont, gwashoc'h e vo an traoù gant adreizh ar vacho hervezo.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité
"Gourc’hemennoù d’an holl Dermenidi" a c’heller lenn war bajenn Facebook Lise Diwan Karaez.
Publiée par Lise Diwan Ofisiel sur Vendredi 10 juillet 2020



Loc’h a zo el lise oc’h embann ez eus bet 100% deus al liseidi o tapout o bachelouriezh ar bloaz-mañ. Abalamour d’ar C’hovid-19 eo bet nullet an arnodennoù dre skrid. Dre amprouenn dibaouez eo bet priziet an emstriverien. An disoc’hoù a zo uhel-mat e pep lec'h e Frañs a-bezh, 96%. Uheloc’h evit ar bloavezhioù paseet. Met Lise Diwan a zo boas da gaout disoc'hoù mat-tre dija evit ar vachelouriezh. 


An holl zanvezioù priziet e brezhoneg

Ar bloaz-mañ n’eo ket an disoc’hoù brav a ra ar muiañ a blijadur d’al liseidi morvat. Rak evit ar wech kentañ o deus gellet tremen arnodenn ar vachelouriezh e brezhoneg penn-da-benn. "Diouzh un tu eo plijus gwelet o deus tout liseidi Diwan tremenet ar bak e brezhoneg, ar pezh a c'houlennomp. Diouzh un tu all, gant tout ar pezh a c'hoarvez er bed eo iskis lavaret omp laouen gant an dra-se", eme Aziliz Peaudecerd, sekretourez ar gevredigezh Bak e Brezhoneg."Etre daou emaomp. Ni zo o prederiañ evit ar bloaz a zeu : penaos e vo evit ar re zo o tont war hon lec'h ? Siwazh ne vo ket ken anat evito".

Diaboe ar skol-vamm e vez desket an dud yaouank skoliatet e Diwan e Brezhoneg. Reizh e kavfe al liseidi gellet tremen ar vachouleriezh en o yezh. Dibaoe un nebeud bloavezhioù dija e c’houlennont skrivañ o arnodenn matematik e yezh ar vro, evel ma ra an Euskaregerien enskrivet er skolioù Euskarrek dibaoe 2012 dija. Betek adreizh ar vacho, ne oant aotreet da skrivañ e brezhoneg, nemet evit an arnodenn Istor-Geografiezh. Kaer o deus bet goulenn, nac’het eo bet dezho gant ar rektordi, ar gwir da dremen ar matematik e brezhoneg. Setu m’o deus divizet liseidi 'zo en ober memestra e 2018 ha 2019, daoust d’ar riskl chom hep bezañ reizhet.
 

Ur c’holl gant adreizh ar vacho

Cheñchet eo an traoù gant adreizh ar vacho. Priziet e vo liseidi Diwan e brezhoneg a-hed ar bloaz, pezh a zaio d'ober 40% deus an notenn fin. Met ar pezh a vez anvet an "arnodennoù boutin" ("évaluations communes") a rankint skrivañ e Galleg, zoken an Istor-Geografiezh. “Diwar goll omp gant ar reform”, a skriv ar gevredigezh Bak e brezhoneg war he fajenn Facebook.

Ar blez-mañ eo bet nullet arnodenn dre skrid ar bak a-gaoz d’ar c’hKovid19, ha sañset eo ar sizhun-mañ sizhun an dre...

Publiée par Bak e Brezhoneg sur Vendredi 26 juin 2020



"Un doare ofisiel a zo da seurt arnodennoù, zoken ma vo meur a hini gant ar reform. Ur mare pouezus eo en hon buhez lisead hag e soñj deomp eo dav reiñ un dalvoudegezh d'ar brezhoneg en arnodennoù-se. Arouezus int deus al labour kaset da benn ganeomp. Ezhomm ez eus kadarnaat hon eus studiet e brezhoneg", a zispleg Aziliz Peaudecerf. Labour a vo war ar stern gant Bak e Brezhoneg ar bloaz a zeu. Ouzhpenn goulenn tremen an arnodenn matematikoù e brezhoneg, e c'houlennint distro an amprouenn Istor-Geo e yezh ar vro.

Souten d'al liseidi en hentennoù divyezhek

Ha pelloc'h ez aio ar stourm zoken. Rak al liseidi enskrivet en hentennoù divyezhek a c'houzañv ivez diwar adreizh ar vachelouriezh. A-raok e c'hellent tremen an arnodenn Brezhoneg e LVB (bet LV2, Yezh Vev 2). Bremañ n'eo ar Brezhoneg nemet un c'helenn a zibab evito, un opsion, gant ur feur kalz izeloc'h. 

"Bak e Brezhoneg zo bet savet e penn-kentañ gant tud Diwan met prest omp da souten ha da sikour an holl. E darempred emaomp gant tud yaouank en hentennoù divyezhek ha prest omp da stourm ganto", eme Aziliz Peaudecerf.






 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information