Pardon ar Pab. Votre édition An Taol Lagad du 29 novembre 2023

durée de la vidéo : 00h04mn33s
An Taol Lagad du 29 novembre 2023 ©France 3 Bretagne

Les victimes d'abus sexuels par l'un des frères de la congrégation des frères de Saint-Gabriel ont été reçues par le Pape. Gellet o deus gouzañverien breur Gabriel Girard bezañ selaouet gant ar Pab er Vatikan.

Dec'h abardaez, a-benn ar fin, en deus gellet ar strollad Bretoned bet gwallgaset gant frered er bloavezhioù 60 ha 70 bezañ resevet gant ar Pab. Frommet int bet holl : touch anezhañ, bezañ selaouet gantañ zo ur bern 'vito. N'em zigarezet eo ar Pab e anv an iliz. Komzoù hag a zigoll an dud mañ hag o deus gouzañvet forzh pegement. Kerzh ar minitinvezh oa bet resevet ar strollad gant komision an Iliz katolik e karg eus gwareziñ ar vinored. War-raok ez a an traoù emezo.

Sean Scully hag e daolennoù e Brest

D'al livour iwerzhonad Sean Scully e vez gouestlet un diskouezadeg e Passerelle e Brest. Sean Scully, ur beajour awenet gant meur a vro er bed, hag a liv e fromoù dre vandennoù liv disheñvel, hervez ar seiz avel. From an arzour gloazet gant ar feulster : hini al lazhadegoù er skolioù er Stadoù Unanet. Kalz laouenoc'h avat eo an taolennoù gouestlet d'e vab war an aod : livioù disoursi ur vugaleaj peurbadel. Diskouezadeg Sean Scully a c'heller gwelet e Passerelle e Brest betek kreiz miz genver.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité