Emañ an embregerezh Enedis, merour ar rouedad tredan e Frañs, o paouez nac'hañ enkefiadur e chekenn d'ur pratik eus Bro Leon, war an abeg e oa bet skrivet ar sammad e brezhoneg. Ar strollad Ai'ta a sav e vouezh da reiñ harp dezhañ.
Ne oar ket Damien* pegoulz e teuio skipailhoù Enedis da stagañ an ti emañ o sevel e Lannildud, e hanternoz Penn-ar-Bed, ouzh ar rouedad tredan. Sinet en deus ur c'hontrad ha kaset ur chekenn da baeañ rannbae kentañ e fakturenn. Evel kustum en deus skrivet ar chekenn e brezhoneg ha nac'het eo bet gant an embregerezh, ar pourvezer tredan nemetañ er vro.
"Gellet a rafen paeañ gant un dreuzvankadenn, met ne fell ket din plegañ". Div wech eo bet nac'het dezhañ paeañ e zle. Er c'hontrol, eil respont Enedis a ro dezhañ muioc'h c'hoazh ar c'hoant da vont betek penn.
"Skrivet eo : “Le libellé du montant du chèque n’est pas en français !” Gant ur pik estlammañ er fin, evel ma vefent fuloret. Koulskoude e vefe din me da vezañ e fulor : emañ ar Gwir eus ma zu."
Setu pezh a vez displeget abaoe meur a vloaz gant Ofis publik ar brezhoneg. Meur a wech o deus servijoù an Ofis harpet pratikoù a felle dezho paeañ gant chekennoù skrivet e brezhoneg. Rak n'eo ket ar wech kentañ vez klevet seurt istorioù er mediaoù. Gant Kef ar goproù tiegezh (Caisse d'allocations familiales) pe Pol implij e oa savet kudennoù da skouer.
Skrivet eo an abeg gant ur pik estlammañ, evel ma vefent fuloret. Din me e vefe da vezañ e fulor.
Damien, ar pratik
Kenemglev Geneva
Ar wech-mañ eo ar strollad Ai'ta a skoazell an den yaouank. "Abaoe 100 vloaz pe dost e vez ar gwir da skrivañ e yezh m’emañ bet embannet ar chekennaoueg hervez Kenemglev etrebroadel Geneva, eme ar gemennadenn embannet gant Ai'ta. Kadarnaet eo bet al lezenn meur a wech el lezioù-barn."
E 1982 e oa bet embannet ar chekennoù kentañ e brezhoneg gant Kef kengredit Breizh (Crédit Mutuel de Bretagne). Deuet eo Kef al labour-douar da heul. Koulskoude, ne seblant ket anat an traoù evit an holl.
"Ne c’hellomp ket asantiñ e vefe gwallziforc’h ouzh ar Vretoned pa vez anv eus o gwir da implij o yezh, a embann ar strollad Ai'ta. Goulenn a reomp start eta gant Enedis degemer ar chekenn-mañ, ha kement hini all e brezhoneg, hag en em zigarezfe. Dav eo d’an embregerezh-se reiñ da c’houzout d’he skipailhoù ez eo ur gwir skrivañ chekennoù e brezhoneg."
Goulennet hon eus displegadennoù digant Enedis a-raok skrivañ ar pennad-mañ. N'int ket deuet betek poent.
*Kemmet eo bet an anv-bihan.