Les maxi trimarans de l'Arkéa Ultim Challenge ont quitté Brest il y a un peu plus de trois semaines. Cinq d'entre eux sont encore en lice pour remporter la course autour du monde en solitaire. Ouzhpenn teir sizhun ‘zo oa loc’het bigi tri-c’houc’h an Arkea Ultim Challenge eus porzh Brest evit ur redadeg war vor en dro d’ar bed. Pemp bag a chom er c’hours hag an hanter eus an hent o deus graet ar re gentañ.
Bet omp bet da welet ur martolod yaouank, chomet war an douar, a glask heuliañ a-bell, avanturioù ar skiperien e morioù diroll ar c’hreizteiz. E miz du e oa Tomaz Andre e unan penn, e kreiz ar meurvor Atlantel, war ur vag 6 metrad hanter, o kemer perzh er Mini Transat. Er mare-mañ, distro war an douar bras, e heul hent ar c’hwec’h martolod a glask bezañ trec’h er redadeg gentañ en-dro d’ar bed war bigi tri-c’houc’h bras, dre ar c’hartennoù ha dreist-holl ar videoioù kaset a-dreuz ar bed war ar rouedadoù sokial. Hervez Thomas Andre, an hini a vo trec’h e Brest a-benn un nebeut sizhunvezhioù a vo dre ret ur sapre martolod. En ur c’hortoz distro ar vartoloded e Brest e c’hellit klask ijinañ ar pezh a vevont e morioù diroll ar c’hreizteiz, a-drugarez d’ar videoioù postet p’o devez an amzer hag an energiezh d’hen ober, war lec’hienn internet ar redadeg.
Keloù-berr
Pont ar Morbihan, Sant-Malo, Kemper pe c'hoazh Plouzeniel... kenderc'hel a ra ar beizanted da vanifestiñ e Breizh. Gerioù ar c'hentañ ministr dec'h abardaez n'o deus ket frealzet al labourerien-douar, hag a chom mennet gant ar stourm dreist-holl pa glevont int soutennet gant ar boblañs dre vras. En em eilañ vez graet gant peizanted hanternoz departamant Penn-ar-Bed vit chom war an hent bras. 200 oant c'hoazh dec'h da noz e Plouzeniel. E touez o c'hlemmoù, un tem bet klevet bloaz pasaet dija er Frañs : live izel ar retredoù. Etre 900 ha 1 000 euro vez gounezet ganto ur wech aet war o leve. Warc'hoazh eo raktreset un emgav etre ar prezidant Macron ha prezidantez komision Europa Ursula Van Der Leyen e Bruxelles. Spi zo gant ar vanifestanted kaout keloù mat eus e berzh. Da c'hortoz e chom stanket an hent bras kostez Plouzeniel.
Hag ur bazenn war-raok ouzhpenn zo bet graet evit adkaout Breizh gant pemp departament ? Dec'h eo bet embannet ur studiadenn diwar-benn adunvanidigezh Breizh istorel. 93 pajenn bet savet gant ur burev emrenn ha goulennet gant departament al Liger-Atlantel ha Rannvro Breizh. E 2018 eo bet dastumet 100 000 sinadur e Liger-Atlantel evit ma vefe savet ur referendum. Ar studiadenn a c'hello servij da vouetañ ar breujoù.