VIDEO. Distro eo kenstrivadeg ar bagadoù. Votre édition An Taol Lagad du 20 février

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h03mn00s
Votre édition An Taol Lagad du 20 février 2023. ©France 3 Bretagne

L'édition en langue bretonne est entièrement consacrée à la première manche du championnat des bagadoù de 1ère catégorie, de retour après trois années perturbées par le covid. Nous étions à Saint-Brieuc dimanche 19 février. Goude meur a vloavezh hep kenstrivadegoù klok e krog en-dro bagadoù ar rummad kentañ da seniñ evit klask bezañ kampion Breizh. Bigouterien Kab Kaval zo bet trec'h e Sant-Brieg, gwelet vo ma talc'hont gant o hent en Oriant e miz Eost.

E 2020 e oa bet dalc'het ar rann kentañ met nullet an eil. Bloaz goude ne oa bet netra ha warlene o doa bagadoù ar rummad kentañ sonet en Oriant nemetken, e miz Eost. Poent bras e oa neuze evit an holl adstagañ ganti evit gouzout piv a vo kampion Breizh ar strolladoù sonerien.

E Sant-Brieg, rak labourioù bras a zo c'hoazh e Quartz Brest, o deus neuze ar 16 bagad graet o seizh gwellañ evit plijout d'ar juri, war heuliadoù eus Kerne-Izel. 

Deuet eo brav gant kalz diouto met daou vagad a chom e penn ar jeu, evel a-raok an enkadenn yec'hedel: bigouterien Kab Kaval, ha sonerien Bagad Kemper. 

Emgav en Oriant e miz Eost

Strizh tre eo bet an disoc'hoù evit an daou strollad kentañ neuze eo start gouzout piv a vo kampion ar bloaz-mañ. Ar gemperiz, trec'h en Oriant warlene, a glasko adpakañ an dale evit gounit an titl en-dro.

Klikit amañ evit adsellet hag adselaou an holl strolladoù.

Notennoù ha renkamant al lodenn gentañ :

  1. Bagad Cap Caval : 17,35 pts
  2. Bagad Kemper: 17,29 pts
  3. Bagad Ronsed Mor : 16,65 pts
  4. Bagad Ar Meilhoù Glaz (Moulin Vert) :16,63 pts
  5. Bagad Kerlenn Pondi : 16,53 pts
  6. Bagad Brieg : 16,01 pts
  7. Bagad Melinerion : 15,89 pts
  8. Bagad Kevrenn Alre : 15,31 pts
  9. Bagad Saozon-Sevigneg: 15,13 pts
  10. Bagad Bro Konk Kerne : 14,89 pts
  11. Bagad Sonerien an Oriant : 14,86 pts
  12. Bro Kemperle : 14,48 pts
  13. Sonerien Bro Dreger : 13,82 pts
  14. Bagad Penhars : 13,09 pts
  15. Bagad Plougastell : 12,62 pts
  16. Bagad Beuzec-Ar-C’hab : 12,41 pts
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité