VIDEO. Gwask war ar Poher Hebdo ha nec'hamant er vro Vigoudenn. Votre édition An Taol Lagad du 21 février

Publié le
Écrit par Mathieu Herry
durée de la vidéo : 00h02mn58s
Votre édition An Taol Lagad du 21 février 2023. ©France 3 Bretagne

La rédaction du Poher Hebdo a dû être évacuée, lundi, suite à une fausse alerte à la bombe. Plusieurs courriers et appels de menaces avaient déjà été adressés aux journalistes. Skuizh ha nec'het eo skipailh ar gazetenn sizhuniek Poher Hebdo. Kunujennoù ha gourdrouz a c'houzañvont abaoe meur a sizhunvezh.

Abaoe meur a sizhunvezh e vez lakaet gwask war gazetennerien ar Poher Hebdo, e Karaez abaoe ar pennadoù embannet gant gelaouenn sizhuniek diwar benn ar raktres Horizons, e Kallag, hag ar cheu a oa savet etre eneberien hag harperien an degemer repuidi difennet gant an ti-kêr. Dilezet eo bet ar raktres abaoe met kunujennoù ha lizhiri gourdrouz a vez resevet gant ar skipailh.

D'al lun 20 a viz C'hwevrer ez eus lavaret dre bellgomz e oa bet kuzhet ur vombezenn er burevioù. Ranket o deus an archerien hag o c'hi dont da wiriañ ne oa ket gwir evit ma c'hellfe ar gazetennerien adkregiñ da labourat.

Nec'het eo dilennidi ar vro Vigoudenn

26 bag a vo distrujet er vro Vigoudenn er mizioù a zeu : ouzhpenn an hanter eus al listri da vezañ torret evit digreskiñ ar flodad, da heul ar Brexit. Maered ar vro o deus lakaet bannieloù o ziez-kêr e kañv da ziskouez pegen nec'het int.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité