Sur les airs de slogans entendus ces dernières semaines, manifestations historiques ce 1er mai, dans le Finistère notamment. Dec'h, kerzh manifestadegoù ar c'hentañ a viz mae, eo bet klevet maread a donioù bet kanet er sizhunvezhioù pasaet barzh straedoù Breizh.
Kenderc'hel gant ar stourm
Ur mor a dud zo deuet dec'h da vanifestiñ barzh straedoù kêrioù Breizh gant ur mennoz : kas kuit al lezenn nevez hag a hirañ an amzer da chom da labourat betek 64 bloaz. Biskoazh kement-all, ouzhpenn 50 000 den o deus kemeret perzh en dibunadegoù e Penn-ar-Bed evit gellet mont yac'h war o leve.
Seiz Breur
Luskad "arz-deko" breizhat ar Seiz Breur en deus padet un 20 vloaz bennak derou an 20 vet kantved. O zro Breizh vez graet mare-mañ gant prizajourien breton da glask war-lerc'h teñzorioù - pezhioù arrebeuri pe kinkladurioù - ho pefe marteze barzh ho armelloù pe ho ti. Div werzh diouzh ar c'hresk zo raktreset a-benn miz gouere.
Troiad an inizi
E-pad pemzektez vez eskemmoù e-leiz etre lod eus inizi ar c'huzh-heol. Abadennoù kinniget hag aozet gant kevredigezh Douarnenez anvet Inizi, asambles gant an enezourien. Eus enezenn Chausey betek reoù Glenan e veajo ar strollad sonerezh Labess da skouer.