VIDEO. Klasoù divyezhek e galleg penn-da-benn ? Votre édition An Taol Lagad du 27 mars

durée de la vidéo : 00h04mn29s
Votre édition An Taol Lagad du 27 mars 2023. ©France 3 Bretagne

Certains élèves de classes bilingues ont tous leurs cours en français en ce moment dans le Finistère, faute de remplaçants brittophones. Leurs parents ont manifesté à Quimper pour demander au Rectorat de recruter. Ne vefe ket skolaerien brezhoneger a-walc'h evit erlec'hiañ ar re a zo klañv. Skolidi meur a glas diyezhek o deus ranket heuliañ kentelioù e galleg penn da benn. Goulenn a ra ar gerent hag ar gevredigezh Div Yezh respontoù sirius digant Rektordi akademiezh Roazhon.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

Un emgann sifroù eo, a glever bep bloaz da vare an distro-skol : mankout a rafe skolaerien brezhoneger hervez ar gevredigezh kerent Div yezh, a stroll tadoù ha mammoù skolidi ar c'hlasoù diyezhek publik. Er c'hontrol, Rektordi akademiezh Roazhon a embann ez eus ur skolaer e pep klas. 

Er mare-mañ, avat, e seblant an holl bezañ a-du : mankoù a zo e meur a lec'h. Renerezh an Ensellerezh akademiezh Penn-ar-Bed, e Kemper, ne gav ket skolaerien divyezhek da erlec'hiañ ar re a zo klañv. Meur a wech eo deuet kerent ha bugale skolioù Douarnenez, Ploveur pe c'hoazh Pleiben da vanifestiñ, hep disoc'h evit ar poent. 

E meur a glas divyezhek e Penn-ar-Bed e vez neuze kelennet e galleg penn-da-benn er mare-mañ.

Skolaerien prest da cheñch akademiezh

Koulskoude ez eus tud prest da labourat e brezhoneg. Meur a skolaer, stummet ha titlet e akademiezhioù-all, o deus desket ar yezh met ne vezont ket lezet da vont kuit gant o rannvro orin. Hag aon o deus bremañ da goll ar pezh o deus desket.

N'omp ket deuet a-benn da gaout respontoù digant ar Rektordi war an danvez-se. 

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité