La réforme des retraites est adoptée mais ses opposants ne désarment pas. Nous étions dans la manifestation brestoise. Quant à Tara Lagoutte elle vous propose dans Bali Breizh une plongée dans la vie au Moyen Âge. Kadarnaet eo bet reform al leveoù gant ar Vodadenn vroadel hag ar Sened met n'eo ket echu ar stourm evit an eneberien. Evit Bali Breizh eo aet Tara Lagoutte d'ober un enklask er Grennamzer.
Dibunet oa bet e straedoù Breizh evit an 9vet gwech e-doug daou viz, d'ar yaou 23 a viz Meurzh. E Brest ne oa ket bet kement a dud o vanifestiñ betek hen, 30.000 hervez aozerien an devezh stourm. Fuloret e oa an dud a-enep da reform ar retredoù ha d'an doare m'eo bet kadarnaet gant ar gouarnamant : en ur implijout mennad 49.3 ar Vonreizh. Komzoù ar prezidant Emmanuel Macron, dimerc'her, n'o deus ket plijet tamm ebet d'an dud a zo bet goulennataet gant skipailh An Taol Lagad.
Ul lamm er Grennamzer
Ar gazetennerez Tara Lagoutte a zo ivez ezel eus kevredigezhioù a sav en-dro ar vuhez er Grennamzer. Sevenet he deus un heuliad filmoù a zispleg ar vuhez e-kerz ar prantad istorel-se, ha skignet e vezont en abadenn Bali Breizh, d'ar sul vintin, war France 3. Ar rann kentañ a c'heller adwelet amañ, hag ar re all a vo da adkavout er sizhunvezhioù o tont, d'ar sul adalek 10e10.