La mobilisation contre la réforme des retraites continue en Bretagne, en attendant le vote des motions de censure, dont celle du groupe de Paul Molac. Samedi 18 mars, 5000 personnes défilaient pour défendre la maternité de Carhaix. Ar c'hannad Paul Molac en deus klasket kendrec'hiñ e genseurted da votiñ ar mennad disfiz a-enep da c'houarnamant Elisabeth Borne. Ha miliadoù a dud a oa e Karaez da zifenn an ti-gwilioudiñ.
Kelennerien o tiskregiñ gant o labour el liseoù, devezh kentañ arnodennoù ar vachelouriezh, straedoù hag ensavadurioù ekonomek stanket evel uzin lastez Brest : kenderc'hel a ra eneberien reform ar sistemoù leveoù d'en em gannañ a-enep d'an destenn, degemeret diriaou gant ar vodadenn vroadel goude implij mellad 49.3 ar vonreizh gant Elisabeth Borne. Dilun 20 an viz Meurzh, adalek 4 eur d'abardaez, e voto ar gannaded war daou vennad disfiz. Unan diouto a vo difennet gant ar strollad LIOT, krouet e 2022 gant ar c'hannad breton Paul Molac.
5000 a dud e Karaez
Disadorn 18 a viz Meurzh e oa bet ouzhpenn 5000 a dud o vanifestiñ e straedoù Karaez da zifenn ti-gwilioudiñ an ospital. Evel e 2008 ez eus anv da serriñ ar servij rak re vihan e vefe ha re ziaes e vefe kavout medisined anesteziour. Evit ar vanifesterien eo a-bouez difenn an ti-gwilioudiñ evel an holl servijoù publik war ar maez.