VIDEO. Retredoù : reuz b'ar streadoù. Votre édition An Taol Lagad du 21 mars 2023

Publié le
durée de la vidéo : 00h04mn27s
An Taol Lagad du 21 mars 2023 ©FTV

Les opposants à la réforme des retraites poursuivent la lutte dans les villes bretonnes. Le "Gwenn ha du" a presque 100 ans, retour sur ses origines. Kenderc'hel a ra ar vanifestanted da stourm a-enep reform ar retredoù 'barzh kêrioù Breizh. Tost 100 vloaz eo ar "Gwenn ha du", displeget vez en Taol Lagad orin e istor.

Reuz b'ar straedoù

Roazhon, Gwened, Montroulez, Brest... Un tamm pep lec'h e Breizh e teu maez sitoyaned da laret o c'hounar a-enep reform ar retredoù. Daoust d'ar manifestadegoù bet dibaoue miz genver, daoust d'an daou vennad disfi bet kinniget d'ar gannaded ha chomet hep bezañ bet votet, eo dibleg ar prezidant Macron hag e c'houarnamant.

Tost 100 vloaz eo ar "Gwenn ha du"

N'eus ket pell zo e ouier dre just peur eo bet krouet baniel Breizh. A-drugarez da labourioù enklask istorourien a-vicher hag a-youll vat eo un tamm splannoc'h an deiziad : 1925. Sklaeroc'h eo ivez choaz an arouezioù hag al livioù, bet awennet gant istor Breizh anat deoc'h. Hiziv an deiz atav, ne c'heller ket gwelet un match fobal pe un vanifestadeg heptañ.

Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité