Dans l'édition en breton, on parle du comptage annuel des oiseaux de jardins, présenté dans une classe de primaire et on rencontre Maël Deuffic, chercheur à l'école pratique des hautes études (EPHE), qui consacre une thèse à la langue gauloise. Broudañ ar vugale da gontañ laboused o liorzh ha kompren gwelloc'h yezh ar c'halianed, setu roll an Taol Lagad hiziv.
Bep bloaz e vez goulennet gant Kevre gwareziñ al laboused (LPO e galleg) hag ar gevredigezh Breizh Vev kontañ laboused al liorzhoù, e fin miz Genver. D'an 28 ha 29 e vez aozet an darvoud-se ar bloaz-mañ. E-kerz an dibenn-sizhun e c'hell pep hini sellet ouzh e jardin e-pad un eurvezh ha kemer perzh en ur studiadenn a-stroll a sikour ar skiantourien da heuliad emdroadur ar spesadoù laboused.
Un dezenn diwar-benn ar galianeg
E Pariz emañ skipailh Bali Breizh ar miz-mañ. Un toullad brezhonegerien a zo bet klevet en abadennoù a c'heller adkavout war hor chadenn videoioù... Unan diouto, Maël Deuffic, a zo studier e skol bleustrek ar studioù uhel, hag emañ o skrivañ un dezenn diwar-benn yezh ar c'halianed. Displegañ a ra da Ronan Hirrien pegen sikourus e c'hell bezañ gouzout brezhoneg ha yezhoù keltiek-all evit klask kompren ar galianeg ha dirouestlañ he c'hevrinoù.