Hier, des entreprises d'armement françaises ont été la cible d'actions de militants pacifistes. Ils dénoncent la vente d'armes à Israël et déplorent les attaques contre la bande de Gaza. Manifestet eo bet dec'h a-enep da embregerezhioù c'hall fardet ganto armoù. Gwerzet e vezont da Vro Israel pa vez o tagañ bandenn Gaza da gas da netra an Hamas.
Klask reiñ traktoù evit tizhout ha kizidikaat implijidi Thales, aze e oa pal ar c'hevredigezhoù bodet dec'h dirak an embregerezh e porzh kenwerzh Brest. Met n'int ket deuet a-benn d'henn ober dre ma oa bet goulennet gant ar gopridi chom 'barzh gêr da labourat gant o renerien. Manifestet o doa da geñver ur c'houlzad etrebroadel anvet "stop arming Israel". Ur vanifestadeg all oa memes amzer e Dijon, dirak stal Safran, un embregerezh armamant c'hall all. Hervezo eo Thales ha Safran kablus en ur mod eus ar pezh spontus a c'hoarvez e Gaza. Pep bloaz e vefe pourvezet gant Bro C'hall 20 milion a euroioù eus dafar arme da Israel.
Keloù-berr
Daeroù Anthony Marchand p'en em gav dec'h 'barzh lennvor Brest. Sed aze unan eus skeudennoù kreñv redadeg an Arkea Ultim Challenge. Pevare ar c'hours eo ar martolod-mañ, graet tro ar bed war vor gantañ e-doug 13 devezh ouzhpenn evit Charles Caudrelier, ar gounezer. Gortozet eo Eric Péron, martolod diwezhañ ar redadeg, warc'hoazh gant ar Vrestiz.