La grève des médecins généralistes, avec un exemple dans le Finistère et l'anniversaire de Breizh a Gan, rassemblement de chorales bretonnes, sont au programme de votre édition en langue bretonne ce vendredi. En Taol Lagad hiziv e vez klevet ur vedisinez o tisplegañ perak e tiskrog gant he labour ar sizhun-mañ ha komzet e vez ivez eus Breizh a gan, bodadeg al lazoù-kanañ aozet disadorn ha disul kostez Kastell-Paol.
Les généralistes en grève / Diskrog labour gant ar vezeged
En Taol Lagad hiziv e tispleg deomp Katell le Bris perak he deus divizet serriñ he c'habined e-pad daou zevezh. Respontet he deus d'ar galv lañset evit goulenn ma vefe paeet keroc'h ar c'huzuliadegoù. E lec'hioù 'zo e c'houlenn ar vedisined 50 euro. E Penn-ar-Bed ne glever ket sifroù ken uhel met ret eo sachañ muioc'h a vezeged yaouank, hag ar gopr a zo unan eus ar respontoù d'ar gudenn-se.
Les chorales bretonnes rassemblées dimanche / 40 vloaz eo Breizh a gan
Daou ugent vloaz zo oa bet aozet Breizh a gan evit ar wech kentañ. En dibenn-sizhun mañ e vez aozet meur a zarvoud evit lidañ an deiz-ha-bloaz-se. Disadorn, e kastell Keryann, e vo un devezh studi da gaozeal eus istor yaouank a walc'h al lazoù-kanañ e Breizh. E 1905 e vefent bet krouet. Ha disul, e iliz-veur Kastell-Paol e vo ur sonadeg vras, gant Laz-kanañ Kerne, Mouezh paotred Breizh...