Les Kleuzioù, les six collectifs bretons contre l’arasement des talus, organisent, samedi, une journée consacrée à la protection de l’environnement, pour la seconde édition. Ur gouel a vo aozet e Sant-Nigouden evit adlavaret pegen talvoudus eo ar c'hleuzioù hag ar girzhier evit an endro hag al labour-douar.
Disadorn 3 a viz C'hwevrer vo un devezh gouel evit difenn ar c'hleuzioù ba Sant-Nigouden. D'ar poent ma c'houlenn lod eus al labourerien-douar nebeutoc'h a reolennoù da zoujañ ouzh an endro, e fell da zifennerien ar c'hleuzioù displegañ pegen a bouez eo derc'hel anezho, evit an hin, ar vevliesseurted, an dour, ar chatal, ha tud ar vro. Sonadegoù, prezegennoù, stummadurioù a vo aozet a-hed an devezh gant ar strollad "Kleuzioù".
Klasoù divyezhek o serriñ
A bep seurt luganioù a zo bet klevet dec'h (yaou 1añ a viz C'hwevrer) er manifestadegoù skolaerien ha kelennerien, : a-enep d'ar vinistrez nevez Amélie Oudéa-Castera pe d'ar reformoù lañset gant Gabriel Attal hag ivez war an niver a bostoù skolaer evit an distro-skol a zeu... E Douarnenez da skouer e c'hellfe ur c'hlas divyezhek serriñ e miz Gwengolo. Manifestet e vo gant ar gerent fenoz, evel e Loperc'hed hag e Plougastell, evit difenn ar c'hlasoù.