Bagadini : sonerien chik ha cheuc'h da begañ en un albom evel ar c'hoarierien mell-droad

Publié le Mis à jour le
Écrit par Mathieu Herry
Kinniget eo bet an album Bagadini da sonerien Bagad Kemper.
Kinniget eo bet an album Bagadini da sonerien Bagad Kemper. © Stéphane Sovillier / FTV

Tri c'hamalad, sonerien anezho, o deus krouet an albomoù Bagadini, e gwerzh abaoe miz Kerzu. Prenañ kartennoù, sonerien ha sonerezed warno, ha pegañ anezho war bajenn o bagad eo ar pal. Ul lodenn eus ar gounidoù a vo profet d'ar skolioù Diwan ha da Sonerion, aozadur ar bagadoù.

"Houmañ ne oa ket ganin c'hoazh. Hemañ zo soner bombard e Brieg, houmañ e Plougastell." O furchal e-touez ar c'hartennoù ledet war an daol emañ Erwan ar Gars, soner e bagad Kemper. Gant e gamaladed emañ oc'h eskemm poltredoù sonerien ha sonerezed evit leuniañ e albom Bagadini. 

"C'hoari a ran gant va mab met alies mat e echuan o pegañ anezho ma unan. Un doare eo da chom bugel, en ur mod", emezañ c'hoazh gant ur mousc'hoarzh. 

 

Digenfinañ ar sonerien

Deuet e oa mennozh an albom-se da dri mignon e-pad ar prantad kenfinañ kentañ, en nevez-amzer 2020. Pa oant kraouiet er gêr, evel an holl, o deus Thierry Goudédranche, soner e Beuzeg-ar-C'hab hag e gamaladed eus bagad Penharz Loig Le Lay ha Laurent Marec ijinet lakaat war wel o c'henseurted evel ma vez graet abaoe bloavezhioù gant ar c'hoarierien mell-droad. "N'eo ket aes an traoù er mare-mañ evit ar bagadoù hag o izili, pa ranker sentiñ dizehan ouzh reolennoù yec'hedel nevez, eme Loig Le Lay. N'eo ket unaniñ ar bagadoù a glaskomp ober met kentoc'h derc'hel liammoù kreñv kenetrezo." 

Evit kas o raktres da benn o deus dastumet ur sammad 10 000 euro dre ur savenn arc'hantaouiñ dre internet ha kroget d'ober tro ar bagadoù evit skeudennaouiñ izili ar 16 strollad a zo e kentañ rummad kampionad ar bagadoù. "352 soner a zo en holl, eme Loig Le Lay. Hag ouzhpennet hon eus pemp kartenn raloc'h eget ar re-all, evit enoriñ ar soner-meur Erwan Ropars en deus roet brud da sonerezh Breizh er bloavezhioù 1970 ha 80. Peder all, alaouret, a dalvezo profoù evit ar re a gavo anezho : ur vombard, ur binioù bras, un taboulin sklaer hag ur cajon, ur benveg tos all."

Gounidoù dasparzhet

800 album divyezhek a zo bet moulet. Gwerzhet e vezont 8 euro an tamm ha koustañ a ra pep pakad 8 kartenn a goust 3 euro. Ul lodenn eus gounidoù an embregerezh LTL a vo profet da Sonerion, kengevredigezh ar bagadoù evit stummañ ar re yaouank hag ul lodenn-all evit ar skolioù Diwan

Kinniget e vez d'an holl bagadoù ha skolioù gwerzhañ an albomoù evit gounit gwenneien war-eeun. Ma ra berzh an embannadur kentañ e c'hellfe bezañ lod-all da heul hervez an tri c'hamalad, mall warno adwelet sonerien ar bagadoù-all evit gouelioù ha kenstrivadegoù. 

Sañset e vo adkavet kentañ lodenn ar genstrivadeg 1añ rummad d'an 13 a viz C'hwevrer e Naoned ha war-eeun wal lec'hienn France 3 Breizh. Emañ Sonerion o paouez embann ar reolennoù evit ar bloavezh 2022, souplaet evit talañ ouzh kudennoù ar c'hleñved-red. Gellet a raio da skouer ur strollad kemer perzh en eil lodenn hepken pe c'hoazh dont da genstrivañ gant un niver izeloc'h a sonerien.

 

En partenariat avec France 3 France Bleu et Make.org

Participez à la consultation citoyenne sur la présidentielle 2022

Faites-vous entendre ! France 3 Régions s'associe à la consultation Ma France 2022, initiée par France Bleu sur la plateforme Make.org. Le but ? Vous permettre de peser dans le débat démocratique en mettant vos idées les plus plébiscitées au centre de la campagne présidentielle.