Le ministre de l'Education de Polynésie a rendu visite aux lycéens Diwan, à Carhaix. Il souhaite s'inspirer de la méthode immersive utilisée dans ces écoles. Bet eo ministr an Deskadurezh betek lise Diwan Karaez da c'houzout hiroc'h war pezh a vez anvet ar soubidigezh.
Gant sonerezh ha dansoù Breizh o deus liseidi Diwan degemeret Ronny Teriipaia. Un dro vihan en deus graet e Karaez ministr polinezian an Deskadurezh evit eskemm gant ar re yaouank ha dizoleiñ penaos e vez desket brezhoneg er rouedad dibaoue 40 vloaz. Berzh e ra ar soubidigezh da lakaat ar skolidi da zont da vezañ divyezhek. Evit poent n’eus nemet skolioù kentañ derez divyezhek e Polinezia. Pal ar ministr a zo ober muioc’h evit yezhoù lec’hel e vro, dre ar soubidigezh just a-walac'h. C’hoant en dije Ronny Teriipaia da lakaat e pleustr skolioù mod rouedad Diwan e Polinezia a-benn pemp bloaz.