L'édition An Taol Lagad revient sur la fin du conflit des marins pêcheurs bretons et propose de découvrir un nouveau sport : le hockey subaquatique. En Taol Lagad vo kaoz eus fin harz-labour pesketourien Breizh ha dizoloet vo ivez ur sport nevez : hockey dindan dour.
War vor
Fonnus vo adarre stalioù-pesked ar vro a-benn nebeut. Goude 10 devezh stourm o deus divizet pesketourien Breizh distreiñ war o bigi dec'h. Deuet eo a-benn ar gouarnamant gall da souplaat divizoù ar gomision european.
"Prizioù"
Gant Plougastell-Daoulaz eo aet ar maout an dibenn-sizhun pasaet e-kerzh "Prizioù Frañs 3 Breizh". Gounezet eo bet ganti priz kentañ rann ar "strollegezhioù" evit he labour diorren ar yezh vrezhoneg, 'barzh levraoueg ar gumun da skouer.
Hockey dindan dour
Dizoloomp ur sport souezhus, an hockey dindan dour, asambles gant skipailh Montroulez. Klask zo war sportourien nevez da vrasaat ar c'hlub a-benn kemer perzh e kampionnad broadel miz mae a vo dalc'het er Puy-en-Velay.