En Taol Lagad hiziv, ur c'hinnig pourmenadenn er Menezioù Are, un diouer a renerien kampoù vakañsoù e brezhoneg, hag ur sell war ur raktres lezenn nevez evit ar beizanted. L'édition en langue bretonne propose aujourd'hui une sortie nature dans les Monts d'Arrée. Elle alerte sur le manque de directeurs de camps de vacances en breton cet été. Elle revient aussi sur le projet de loi Justice et son volet agricole.
Ur raktres lezenn diboell
Nec'het eo kevredigezh Solidarité Paysans Penn-ar-Bed gant raktres lezenn ar justis, studiet mare-mañ er Parlamant. Kinnig a ra al lezenn krouiñ lezioù-barn nevez, savet diwar patrom lez-varn ar c'hoñvers, 'vit ober war-dro ar beizanted o deus diaesterioù. Hervez ar gevredigezh vefe kalz gwelloc'h kenderc'hel gant ar prosezerezh a-vremañ.
Ur bourmenadenn er Menezioù Are
Mirva natur broadel ar Veneg a lid e dregont bloaz. Pedet oc'h da zizoleiñ al lec'h an dibenn sizhun-mañ kerzh ur fest bras. Aozet eo an abadenn gant Breizh Bev.
Mankout a ra renerien kampoù
Kampoù vakañsoù e brezhoneg a c'hellfe bezañ nullet e miz gouere : ne vez ket kavet trawalac'h a renerien d'ober war o zro. Spi zo gant ar c'hevredigezioù kavout anezho a-raok deroù an hañv, kelennerien a c'hellfe kemer ar postoù-mañ ivez.