« Kizidik-tre e vez pennoù bras ar Republik pa vez kaoz eus ar galleg »

A-dost en deus Bernez Rouz heuliet afer Fañch, ar goulenn evit ma vefe anavezet an dildenn war an « n » gant servijoù marilh ar boblañs. Adalek ar penn-kentañ en deus furchet en dielloù da gavout arguzennoù en afer-se. En ul levr nevez embannet e kont an istor diechu-se.
 

L'essentiel du jour : notre sélection exclusive
Chaque jour, notre rédaction vous réserve le meilleur de l'info régionale. Une sélection rien que pour vous, pour rester en lien avec vos régions.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "L'essentiel du jour : notre sélection exclusive". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

"Pa oa kroget an afer-se, e miz Mae 2017, e soñje din e vije peoc’h buan… Er c’hontrol, tri bloaz war-lerc’h, em eus kavet peadra da skrivañ ul levr war ar saga." Setu respont Bernez Rouz pa c’houlenner digantañ perak e embann "Fañch, Le prénom breton qui fait trembler la République", e ti-embann ar Menezioù Du (Editions des Montagnes noires).

Abaoe an deroù, pa oa bet nac’het gant servij marilh ar boblañs ti-kêr Kemper skrivañ un "~" war anv-bihan ur Fañch nevez ganet, en deus Bernez Rouz heuliet an afer a dost, betek sikour ar familh da zifenn dirak ar justis an doare skrivañ dibabet gantañ.

An hini a zo bet kazetenner, penn-redaktour France 3 Iroise, hag a zo bremañ prezidant Kuzul sevenadurel Breizh, a zo bet ivez a-viskoazh troet war an istor. Setu m’en deus kemeret harp war an dielloù evit degas e skoazell da gerent ar paotrig.


Arguzenniñ dre an istor


"Ma vefemp chomet gant arguzennoù war gwirioù ar yezhoù rannvroel e vefe bet un tenn er c’hleuz, kollet hor befe abaoe pell. Ar pezh hon eus graet dirak lez-varn galv Roazhon e 2018 a zo just a-walc’h diskouez e oa gallek da vat ar sin anvet ganeomp tildenn, bet anvet tiltre pe titre e galleg."

Kavet en deus Bernez Rouz roudoù eus ar wagennig-se e testennoù orin Ronsard, du Bellay pe c’hoazh Rabelais. "Hag e-pad pell e skrive ar roue anv e rouantelezh gant un dildenn war an « a » : Frãce. Implijet e veze da ziskouez e ranker distagañ ur vogalenn dre ar fri", eme an enklasker. "Da vare Loeiz XIV he deus Akademiezh ar galleg divizet e vefe skrivet ar friadur. Dilezet neuze an dildenn. Met deuet eo en-dro en XIXvet kantved dre gerioù spagnoleg evel cañon, señora hag un nebeud re-all".


Trec’h el lez-varn galv


Setu an arguzennoù a oa bet renablet gant Bernez Rouz hag implijet gant mestr Jean-René Kerloc’h, alvokad ar familh Bernard, dirak lez-varn galv Roazhon. Goulennet en doa ivez perak e c’hellfe ur ministr embann e dildenn war baperioù ofisiel met ne c’hellfe ket ur famillh ober kement-all e Penn-ar-Bed.
 

Klevet e oa bet an arguzennoù-se gant barnerien galv Roazhon. "N’eo ket dianav an dildenn er galleg", emezo e miz Du 2018. Koulskoude e kendalc’h prokulored Breizh, e Penn-ar-Bed hag e Aodoù-an-Arvor nevez ‘zo, da nac’hañ implij an dildenn en abeg d’ur c’helc’hlizher a renable, e 2014, ar sinoù diakritek a oa anavezet gant marilh ar boblañs.  "Trawalc’h e vefe adskrivañ an diell melestradurel-se en ur ouzhpennañ an dildenn, ha mat-pell-zo, a embann Bernez Rouz. Gortoz a ra ar Justis e vefe sklaeraet an istor-se gant ar Stad. Daou ginnig lezenn zo bet votet, unan er Sened, unan-all er Vodadenn Vroadel, hag embannet en deus ar Gouarnamant e vefe un dekred dirak ar C’huzul-Stad… met evit ar poent e chom an traoù ken luziet all evit ar familhoù hag an tiez-kêr."


Un trec'h... evit ar galleg ?


"E gwirionez, an trec’h-se n’eo ket bet evit ar brezhoneg met kentoc’h evit ar galleg rak prouet hon eus e oa pinvidikoc’h ar yezh eget na soñje tud ’zo. Diskouez a ra dreist-holl an afer-mañ pegen kizidik e vez pennoù bras ar Republik pa vez kaoz eus ar galleg", eme Bernez Rouz c’hoazh.

N’eo ket echu afer an dildenn moarvat met kontet e vez neuze an holl zarvoudoù degouezet betek hen en ul levr nevez embannet "Fañch, Le prénom breton qui fait trembler la République".
 
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
choisir un sujet
en region
choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information