N’eo ket echu c’hoazh afer an dildenn en anv Fañch, nac’het evit an trede gwech e Breizh

Nac’het eo bet gant ti-kêr Pabu implij an dildenn war eil anv-bihan ur bugel, Awen Fañch, ganet d’ar 15 a viz Ebrel. C’hoant o doa e dud reiñ dezhañ anv e dad-kozh, kement ha doujañ d’an hengoun ha d’ar yezh.

Société
De la vie quotidienne aux grands enjeux, découvrez les sujets qui font la société locale, comme la justice, l’éducation, la santé et la famille.
France Télévisions utilise votre adresse e-mail afin de vous envoyer la newsletter "Société". Vous pouvez vous désinscrire à tout moment via le lien en bas de cette newsletter. Notre politique de confidentialité

"Mantrus eo ! Ne gomprenomp ket perak ! Fiziañs hon doa, koulskoude", eme mamm Awen Fañch !

Evit ar c’houblad-mañ e oa bet renket afer an dildenn gant trec’h tud Fañch Bernard dirak ar justis e 2019.
"Ur vedalenn a oa bet roet dezho gant Skol Uhel ar Vro evit enoriñ ur stourm a zaou vloavezh. Un arouez kreñv e oa evidomp." eme mamm Awen Fañch.
Labourat a ra ar vamm war dachenn ar brezhoneg. Dibabet o deus anv Fañch, peogwir eo ar brezhoneg ur yezh rannvroel eus Bro C'hall hag ez eo ivez istor ar familh . "N'eo ket ur froudenn evidomp, tamm ebet".

Resevet o deus ul lizher kaset gant sekretourez ti-kêr Pabu. Ne oa ket tu dezhi lezel an dildenn war an anv Fañch e disklêriadenn ofisiel ar ganedigezh. Ret e oa dezhi sentiñ ouzh prokulor ar Republik e Sant Brieg, hag en em harpañ war ur c’helc’hlizher eus 2014, daoust ma oa bet barnet an afer el lezvarn-galv hag el lezvarn-terriñ.

Un dekred nevez ?

Araokadennoù a oa bet abaoe ar varnadenn.
D’ar 16 a viz Genver 2020 e oa bet degemeret er Sened un enkemmad kinniget gant Michel Canévet evit anaout an dildenn.
D’an 13 a viz C‘hwevrer 2020 e oa bet votet ur pennad war an dildenn eus kinnig lezenn ar c’hannad Paul Molac war ar yezhoù rannvroel, kement-mañ el lennadenn gentañ er Vodadenn Vroadel.

Un nebeut a-raok he doa prometet ministrez ar Justis, Nicole Belloubet, e savfe un dekred nevez da aotreañ an arouezioù diakritek e marilh ar boblañs. Laouen e oa Richard Ferrand, prezidant ar Vodadenn Vroadel, oc’h embann ar c’heloù-mañ.
 

Met netra nevez evit ar poent.

« Doujañs d’hor yezh ! Skuizh omp da c’hortoz »


Difennerien ar brezhoneg ha dilennidi lec’hel a sell gant aked ouzh ar promeseaoù-mañ, met skuizh int o c’hortoz c’hoazh. Ne c’hellont ket gouzañv hiroc’h !

Evit Bernez Rouz, prezidant Kuzul Sevenadurel Breizh, "n’eo ket renket an afer-se siwazh, daoust ma ‘z eus bet barnadennoù a-du evit anvioù euskareg. An dildenn a vez kavet e meur a c’heriadur gall. Dipitus eo !"
 
"Ur gwall ziforc’h eo !" evit prezidant Kevre Breizh, Tangi Louarn : "Ur vezh eo an afer nevez-se ! Barnet eo bet dija kudenn an dildenn war anv Fañch Bernard. Ar gwir a zo gant tud Awen-Fañch, eus Pabu. Un anv a zo stag ouzh identelezh pep hini ; un anv awenet gant istor an tad-kozh eo ar wech-mañ ouzhpenn ! Ret eo d'ar gwir doujañ da bersonelezh an dud ha d'o istor familh.Ur gwall ziforc’h e-keñver yezh ez eo ivez diviz ar prokulor !"

Gael Roblin, kuzulier-kêr e Gwengamp a gav hir an hent ! "Goude mizvezhioù a gehentiñ a-berzh kannaded LREM ha promesaoù ar gouarnamant, hir divizoù er Sened, ne c’heller nemet stadañ : n’eus ket bet tamm a-raokadenn stabil a dennfe d’ar politikerezh yezh."
Kavout a ra eo dibaboù ar brokulorien "doareoù strishaüs an devarnadurezh". Evitañ e vefe mat ma c’hellfe bezañ asantet muioc’h en ur c’hortoz an dekred nevez. Marteze e c’hellfe pouezañ ar vaered unanet evit-se ?

A-du eo gant se Charlie Grall, prezidant Skoazell Vreizh. Moaien ' vefe kemer harp war an dekred da-zont evit henchañ ar familhoù. "Dipitus eo kenderc’hel da stourm evel-se !" Skrivet en deus da Richard Ferrand ha gortoz a ra ur respont. Prest eo e gevredigezh da sikour ar c’houblad dirak ar justis, en ur baeañ frejoù ur breutaer.

"An UDB a c'houlenn evit pep hini ar gwir da reiñ un anv-bihan skrivet reizh d'e vugel."

Dilennidi ar c’huzul rannvroel Breizh evel Lena Louarn, bez-prezidantez ar C’huzul-Rannvro e karg eus yezhoù Breizh a zo nec'het bras gant an afer ivez.
 
Hag en ur gemennadenn, o deus goulennet Mona Bras ha Paul Molac digant ti-kêr Pabu skiant-vat ha madelezh ha mont war-zu gwir ar familh.

Un diskoulm a-benn nebeut ?

Ar familh a zo prest da vont dirak ar justis, ma vefe ret, evit sikour familhoù all. Koulskoude e vefe kontant da gaout un diskoulm all.

Pierre Salliou, maer Pabu, a zo prest da sikour anezho. Pouezus eo evitañ doujañ da sevenadur Breizh, hag e kav eo Fañch un anv boutin hag istorel. Kement a anvioù iskis a vez klevet d'e soñj ! Un tamm souezhet e oa bet gant nac’hadenn marilh ar boblañs en ti-kêr. Ne oa ket bet lavaret dezhañ e oa bet nac’het an dildenn. "Prest on da stourm, gant sikour Yannick Kerlogot, evit ma vo enrollet anv Fañch gant an dildenn."

"Ni a zo war an hent mat, a respont ar c'hannad Yannick Kerlogot. Asantet eo bet, war an dachenn bolitikel, e vefe implijet an dildenn hag arouezioù all e marilh ar boblañs. Un dekred nevez a vo. Gant ur strollad kannaded omp prest da bouezañ war ministrez ar Justis evit ma vo skrivet buanoc'h ar c’helc’hlizher. Ha prest on da sikour maer Pabu."

Bremañ eo d’ar Stad da zibab.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
Veuillez choisir une région
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité
Je veux en savoir plus sur
le sujet
Veuillez choisir une région
en region
Veuillez choisir une région
sélectionner une région ou un sujet pour confirmer
Toute l'information