En em voded eo seizh ezel bodad-barn ar Prizioù ar mintin-mañ. Dibabet o deus tri loread e pep-hini eus ar seizh rann a vo priziet e Lannarstêr d’ar Merc’her 23 a viz Meurzh.

Prizioù dazont ar brezhoneg a ro ton d’an oberennoù c’hwekañ savet warlene e brezhoneg. Sevenadur, ekonomiezh, kevredigezh, diskouez a ra ar rannoù disheñvel priziet pinvidigezh ha lieseurted hor bro.

Ar mintin-mañ e oa boded ar juri evit dibab tri loread e pep hini eus ar seizh rann priziet gant ar Prizioù. Al lid a vo dalc’het e Lannarstêr, sal ar Quai 9, d’ar Merc’her 23 a viz Meurzh. Setu al loreidi amañ-dindan :

 

Strollegezh

 

Kevredigezh

 

Embregerezh

  • Bagadini : roet ul lodenn eus an arc’hant da Diwan Breizh.
  • Miltamm, evit reiñ an tu da vezañ stummet e brezhoneg war micherioù ar vugaligoù.
  • Treebal : ur Whatsapp e brezhoneg.

 

Lennegezh

 

Kleweled

 

Sonerezh

  • Youn Kamm, Treizh, L'Usinerie Production.
  • Emezi (Perynn Bleunven hag Elise Desbordes).
  • Denez, Stur an avel, Coop Breizh Musik.

 

Brezhoneger pe brezhonegerez ar bloaz

 

Er bodad-barn e kaver Maryvonne Berthou, Tanguy Solliec, Tara Adeux, Koulman Mathieu, Stéphanie Coquillon, Nikolaz Gourvennec ha Jeanne Bocquenet-Carle.

Kenaozet eo ar Prizioù gant France 3 Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.

L'actualité "Culture" vous intéresse ? Continuez votre exploration et découvrez d'autres thématiques dans notre newsletter quotidienne.
Tous les jours, recevez l’actualité de votre région par newsletter.
choisir une région
Bretagne
France Télévisions utilise votre adresse e-mail pour vous envoyer la newsletter de votre région. Vous pouvez vous désabonner à tout moment via le lien en bas de ces newsletters. Notre politique de confidentialité